Katzbalger
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/89/Katzbalger.jpg/220px-Katzbalger.jpg)
Ar c'hatzbalger (br: Emgann-kizhier) zo ur c'hleze berr implijet gant al Landsknechted. An anv a zeu eus an doare ma veze implijet an arm: pa groge un emgann krog-ha-krog etre al landsknecht hag un enebour e kreske ar feulster etrezo o-daou, an armoù skañv ha bihan a veze tennet eus ar c'houhin hag an taolioù a yae da vezañ feuls ha didruez. An emgannoù-se a lakae soñjal en emgannoù kizhier, e alamaneg: Balgerei von Katzen.