Kezarouriezh

Un delwenn en enor da Julius Caesar, en deus awenet meizad ar gezarouriezh, e Rimini (Italia)

Ar gezarouriezh a vez graet eus un doare d'ober pe ur renad politikel, awenet gant istor politikel tudenn Julius Caesar, da lâret eo ur renad aotrouniek gant un den kreñv ha karismatek en e benn, harpet gant ar bobl a-enep ar velestradurezh hag ar galloud leal. Alies e talc'h an dudenn-se ur galloud milourel a-orin.

En Istor

Adalek an Dispac'h gall e voe kavet skouerioù eus ar gezarouriezh dindan ar C'hevredad, Ren ar Goñsuled ha dreist-holl ar C'hentañ hag an Eil Impalaeriezh. Elfennoù an demokratelezh hag an aotrouniezh a gaver, evel ar referendom.

Roet e voe un termenadur spis d'ar gezarouriezh en XXvet kantved gant Antonio Gramsci. Diazezet war termenadur ar vonapartouriezh hervez Karl Marx en e levr Le 18e Brumaire de Louis Bonaparte (1852) : un dudenn vilourel kreñv dibabet gant ar renkadoù paour hag asantet gant ar re binvidik evit diskoulmañ un enkadenn bolitikel ha neuze "saveteiñ" ar vro eus trubuilhoù don.

Hervez Gramsci, ur renad kezarour a zo e-touez an disoc'hoù posupl d'un enkadenn vevek. Savet eo bet anv ar gezarouriezh d'ober fent ouzh Benito Mussolini, dre ma veze atav an diktatour italian oc'h en em geñveriañ ouzh an impalaerien roman. Dielfennañ a ra renadoù Napoleon Iañ, Napoleon III ha Bismarck e-giz kezarourien : erruet e oant er galloud en ur mare ma kolle ar bobl fiziañs en demokratelezh hag er strolladoù politikel reoliek ; an distabilder politikel a lakaas neuze ar vourc'hizelezh d'en em renkañ a-dreñv un arouez brudet d'ar bobl evit kaout un diskoulm. Donedigezh Mussolini er galloud zo displeget, hervez Gramsci, gant darvoud ar Brezel-bed kentañ ha kemmoù bras e poblañsoù ar maezioù lakaet da stourm hep gounid ebet.

Hiriv an deiz

Dielfennet e vez renadoù Vladimir Poutin, Donald Trump pe Recep Tayyip Erdoğan e-giz renadoù kezarour, abalamour d'o skeudenn impalaerel.

Pennadoù kar