Kirke
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/d9/Circe_Offering_the_Cup_to_Odysseus.jpg/220px-Circe_Offering_the_Cup_to_Odysseus.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/5/5b/Franz_von_Stuck_Tilla_Durieux_als_Circe.jpg/220px-Franz_von_Stuck_Tilla_Durieux_als_Circe.jpg)
livadur gant Franz von Stuck.
Un hudourez c'halloudus e oa Kirke (Henc'hresianeg : Κίρκη Kírkê). Merc'h e oa da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Perseis. C'hoar e oa da Aietes ha da b-Pasifae, ha moereb eta da v-Medeia, un hudourez veur all.
En Odysseia Homeros evel e Theogonia Hesiodos en he c'hinniger evel un doueez, hag e De natura deis Cicero memes tra.
Ar vojenn
Kaoz anezhi zo e kan X an Odysseia : o chom e oa en enez Aiaia, en ur palez e-kreiz un digoadenn, e-touez bleizi ha leoned hag a oa tud troet e loened. Eno e tegemeras Iason ha Medeia, nizez dezhi (merc'h da Aietes), goude muntr Absyrtos.
Hervez ar barzh Dionysos Miletos e oa Kirke merc'h da Aietes hag Hekate, doueez an hudouriezh. Dimezet e vije da roue ar Sarmated, a voe kontammet ganti.
Kalz a vugale he dije bet digant doueed a bep seurt. Hervez al levr Dionysiaka, gant Nonnos Panopolis, e oa mamm da Faunos (Faunus ar Romaned) a oa Poseidon e dad.
Displegadur ha martezeadenn
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/fa/Snowdrop_Galanthus_elwesii.jpg/220px-Snowdrop_Galanthus_elwesii.jpg)
Istorourien zo a soñj gante ec'h eo ur skeudenn an troadur e moc'h, pa oa kontammadur antikolinergik[1].
An azonoù eo : koll an eñvor ha gweledigezhioù.
Deskrivadur ar moly a glot gant an treuz-erc'h, ur vleunienn ag ar vro. Diwarni e teu metabolitoù a ya a-enep al louzoù enepkolinergik.
Notennoù ha daveennoù