Kobra
An anv kobra a ya da envel meur a spesad naeron binimus, eus ar genad, Naja peurgetget pe, aliesoc'h c'hoazh, ur spesad eus an Indez, an naer-lunedek. Homañ ziwezhañ an hini eo a vez liammet ouzh micher ar fakired chalmerien naered, e spered an dud.
Ar c'hobraed zo izili eus an Elapidae.
Gouest eo ar c'hobraed da c'hwezañ o gouzoug pa vez droug enne. Hemañ zo un tun a dalvez dezhañ da seblantout kalz brasoc'h. d'ar c'houlz-se an hini e vez gwelet al « lunedoù» ar muiañ.
Er c'hontrol eus ar mojennoù spredet e spered an dud, gant Levr ar janglenn dreist-holl, a ra eus ar vibinell e enebour pennañ, hemañ ne dag ket nemeur ar c'hobraed, nemet ar re yaouank e vefe, ha ne ra peurliesañ ken preizhañ an neizhioù a-benn plaouiañ ar vioù.
O binim zo pistrius-kenañ. Diskar a ra e breizh gant e vinim, pe ouzh e deurel ouzh ar muqueuses pe o flemmañ anezhañ. Ur binim neurotoksek a laka ar c'higennoù da seizañ, ar re a dalvez da analat peurgetket. Gallout a ra lazhañ un den e korf div pe dek eurvezh. Lod eus ar spesadoù a c'hall tizhout tri pe pevar metrad hirder, pe muioc'h.
Spesadoù
- kobra tufer du — Naja nigricollis
- kobra tufer an trovanoù - Naja Sumatrana
- kobra ar C'hap — Naja nivea
- kobra egiptat — Naja haje
- kobra dour — Boulengerina annulata stormsi
- kobra ar c'hoadoù — Psuedohaje goldi
- kobra India — Naja naja
- kobra roueel — Ophiophagus hannah
- kobra eus Mozambik — Naja mossabica pallida