Krib
Ur grib zo ur benveg dantek, da gribañ ha kempenn ar blev. Pell zo eo anavezet ar c'hriboù peogwir ez eus bet kavet kriboù graet en eskern eus ar bloavezhioù 8 000 kent JK, e Lec'hlenn.
Kriboù gant dent stank-ha-stank a vez implijet evit dilaouañ ar pennadoù blev.
Naetadurezh
Lavaret e vez ne brester nag ar broust-dent nag ar grib.
Tro-lavar
- Deskiñ udb diwar ar grib : mann nemet ouzh e glevout.
Liammoù diavaez
Skeudennoù
-
Krib hirzantek evit derc'hel ar blev, en un doukenn da skouer. Arz skit, war-dro 400 kent JK (Mirdi ar Peniti).
-
Krib en askorn, gant Akilles o stlejañ korf Hektor a-drek e garr. Eil hanterenn ar Iañ kantved kent JK. Kavet er bez 5, via Frascati en Oria.
-
Krib evit an dud a goll o blev.
-
Krib kizellet, en olifant, XVIvet kantved, (Dastumad Sauvageot)