Kristian Troadeg

Kristian Troadeg a zo ur politikour breizhat, ganet d'ar 24 a viz Meurzh 1966 e Karaez. Kazetenner hag embreger eo bet e Karaez, a-raok mont da vezañ maer ar gêr-se. Unan eus krouerien Gouel an Erer Kozh e voe e 1992.
Buhez
E dud a oa kouerien e Plevin. Studioù war an Istor a reas Christian Troadec e Skol-veur Brest, hag bet e voe kazetenner e meur a gazetenn. E kreiz ar bloavezhioù 1990 e roas lañs d'ur gazetenn sizhuniek evit Kreiz Breizh, Poher Hebdo. Adwerzhañ a reas anezhi e 1999 d'an Télégramme ha prenañ a reas ar breserezh Korev a lakaas e staliañ en e gêr.
Obererezhioù politikel
Dilennet e oa bet da vaer kleiz-liesseurt e Karaez-Plougêr e 2001 hag addilennet e 2008 gant 68% eus ar mouezhioù, daoust d'ul listenn "kleiz ofisiel" PS-PCF. Addilennet e voe e 2014 ha 2020. Kuzulier-departamant Penn ar Bed e voe etre 2014 ha 2020, dindan an dikedenn « Ar Rannvroelourien», asamblez gant e vinom Corinne Nicolas. Dilennet e voe da guzulier rannvro "Breizh" e 2004 war listenn Ar Re C'hlas hag UDB. Anavezet eo ivez evit bezañ stourmet a-enep serradur ti-gwilioudiñ ha servij surjianerezh ospital Karaez e miz Meurzh 2008. Addigoret eo bet ar servijoù-mañ gant lez-varn velestradurel Roazhon goude ur stourm kalet ha hir. Freuzañ a reas gant an tu gounid a-gleiz e miz Kerzu 2008 peogwir en em ouestle an Rannvro en ur program kenlabour etre Ospital meur Brest ha pennospital Karaez en ur c'hendeuziñ an eil gant egile evit gwir.
Ur reteredur politikel rannvroelour hag emrenour a weler gantañ, p'en doe bet unan eus pennadurezhioù luskad ar Bonedoù ruz e 2013-2014. Roet en doa lañs d'al luskad Ni ho savo Breizh evit dilennadegoù ar Rannvro 2010, asambles gant Strollad Breizh a yeas e-barzh al listenn e fin ar bloavezh 2009.
E miz Kerzu 2010 e kemeras perzh Kristian Troadeg e krouidigezh ar strollad Mouvement Bretagne et Progrès/Breizh War Raok.
E 2014 a roas e anv evit ar votadegoù evit Parlamant Europa e penn ul listenn, « Breizh War Raok ! » he anv[1].

Buhez prevez
Tapet eo bet Christian Troadec gant alkool en e wad pa oa o vleniañ ha goude ur gwallzarvoud[2]. Abalamour da se en doa tennet Loïg Chesnais-Girard e holl gargoù digantañ er rannvro adalek ar 5 a viz C'hwevrer 2024[3].
Levrlennadur
- (fr) Charlie Grall, Christian Troadec ; des vieilles charrues aux bonnets rouges ; itinéraire d'un homme pressé, Coop Breizh, 2014, ISBN 978-2-84346-686-1
Pennadoù
- (fr) Maiwenn Raynaudon-Kerzerho, Christian Troadec, la solution, c'est l'autonomie de la Bretagne. E-barzh Bretons, niv. 202, miz Du 2023.
Liammoù diavaez
- Lec'hienn Komite Difenn ha Diorren ospital Karaez
- Blog al listenn Ni ho savo Breizh evit dilennadegoù miz Meurzh 2010
- Breizh War-Raok
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Anv al listenn e galleg : « Nous te ferons, Europe ! »
- ↑ https://www.ouest-france.fr/societe/faits-divers/le-maire-de-carhaix-christian-troadec-controle-positif-a-lalcool-apres-un-accident-de-la-route-9c54d510-c276-11ee-8bc3-7b463e0b059b
- ↑ https://www.ouest-france.fr/bretagne/apres-laccident-le-president-de-la-region-bretagne-met-fin-aux-delegations-de-christian-troadec-2cdb0166-c35f-11ee-af40-0572f37cda9b