L'Armée des ombres (film)

L'Armée des ombres (Arme ar skeudoù) a zo ur film gallek (ur c'hemproduiñ gall-italian e gwirionez), sevenet gant ar filmaozour gall Jean-Pierre Melville (1917-1973) e 1969.

Savet e oa bet pevarzek film (unan berr[1] en o zouez) gant Melville etre 1946 ha 1972 : L'Armée des ombres a voe an daouzekvet, just war-lerc'h Le Samourai (miz Genver 1967) hag a-raok Le Cercle rouge (miz Here 1970). Chom a reas feal a-walc'h d'an oberenn orin, ar romant L'Armée des ombres embannet e 1943 gant Joseph Kessel, petra bennak m'en devoa ouzhpennet e eñvorennoù pa oa-eñ harzer ivez da goulz an Eil Brezel-bed. Awenet e voe gant tud veur eus an Harzerezh — Lucie Aubrac (1912-2007), Jean Pierre-Bloch (1905-1999), Pierre Brossolette (1903-1944), Jean Cavaillès (1903 -1944), Jean Moulin (1899-1943) ha Paul Rivière (1912-1998) peurgetket — da grouiñ pennañ tudennoù e film.

Fichenn deknikel

  • Doare : Brezel, Drama,
  • Skoazellerien-sevener : J.F. Adam, G. Pellegrin ha J.C. Ventura.
  • Senario : Jean-Pierre Melville, diwar ar romant L'Armée des ombres (1943) gant Joseph Kessel,
  • Divizoù : Jean-Pierre Melville,
  • Kevredadoù produiñ : Les Films Corona (evit Bro-C'hall) ha Fono Roma (evit Italia),
  • Renerien broduiñ : Jacques Dorfmann hag A. Quefféléan,
  • Kevredad dasparzhañ : Valoria Films (Pariz),
  • Renerien ar skeudenniñ : Pierre Lhomme ha Walter Wottitz,
  • Ijinour ar son : Jacques Carrère,
  • Aozerien ar sonerezh orin : Eric De Marsan ha Bob Vatel,
  • Kinklour : Théobald Meurisse,
  • Dilhataerez : Colette Baudot,
  • Farderez : Maud Bégon,
  • Skriptourez : Betty Elvira,
  • Frammerez : Françoise Bonnot,
  • Luc'hskeudenner leurenn : Raymond Voinquel,
  • Prantad filmañ : eus miz Genver da viz Meurzh 1969,
  • Lec'hioù filmañ : Nisa (Alpoù-an-Arvor), Cassis ha Marselha (Bouches-du-Rhône), Lyon (Rhône), Pariz VIII, Pariz XII, Pariz XVI, Saint-Cyr-l'École ha Versailhez (Yvelines), Cormeilles-en-Parisis (Val-D'Oise), Londrez (Bro-Saoz)
  • Deiziadoù dont er-maez : 12 a viz Gwengolo 1969 (Bro-C'hall), 6 a viz Here 1970 (L'armata degli eroi, Italia),
  • Padelezh : 145' (96' evit an doare italian).

An danvez

Taolennet eo gant Melville buhez kuzh ur strollad harzerien — an ijinour Philippe Gerbier, Mathilde, Jean-François Jardie, Félix Lepercq, Claude Ullmann ha Guillaume Vermersch — renet gant Luc Jardie, etre an 20 a viz Here 1942 hag an 23 a viz C'hwevrer 1943 : an darempredoù gant Londrez, an toulloù-kouzh na c'haller ket chom re da ziskuizhañ, dalc'hioù hag atersadurioù ar polis alaman pe c'hall gwechoù 'zo, an aon, ar yudaderezhioù, hag all...

Roll ar gomedianed

  • Lino Ventura : Philippe Gerbier,
  • Simone Signoret : Mathilde,
  • Paul Meurisse : Luc Jardie,
  • Jean-Pierre Cassel : Jean-François Jardie,
  • Nathalie Delon : ur vignonez da Jean-François,
  • Paul Crauchet : Félix Lepercq,
  • Claude Mann : Claude Ullmann, "Le Masque" e anv-brezel,
  • Christian Barbier : Guillaume Vermersch, "Le Bison" e anv-brezel,
  • Serge Reggiani : ar perukenner,
  • Alain Mottet : rener ar c'hamp,
  • Alain Libolt : Paul Dounat,
  • Jean-Marie Robain : an aotrou baron a Ferté-Talloire,
  • André Dewavrin : e-unan, "Colonel Passy" e anv-brezel,
  • Colin Mann : an dispatcher,
  • Alain Decok : Legrain,
  • Albert Michel : an archer,
  • Marco Perrin : Octave Bonnafous, kentañ c'hoarier domino,
  • Hubert de Lapparent : Aubert, eil c'hoarier domino,
  • Denis Sadier : mezeg ar Gestapo,
  • Georges Sellier : ar c'horonal Jarret du Plessis,
  • Michel Fretault : ar brogarour parizian,
  • Anthony Stuart : ar major stummer eus ar Royal Air Force,
  • Jacques Marbeuf : an ofiser alaman,
  • Jeanne Pérez : Félicité,
  • Adrien Cayla-Legrand : Charles de Gaulle,
  • Marcel Bernier : an adjudant eus ar maltouterezh,
  • Gaston Meunier : kontroller ar pakadoù,
  • Percival Russel : ur soudard alaman,
  • Gérard Huart : ur prizoniad,
  • Michel Dacquin : ur c'hondaonad,
  • Franz Sauer, Pierre Vaudier.

Yen-sklas e voe an darempredoù etre Melville ha Ventura, pennañ tudenn e film, ha padout a reas a-hed ar filmañ. En em yenañ a rae an eil ouzh egile abalamour d'un diemglev c'hoarvezet da-geñver Le Deuxième Souffle (1966) : ne gemeras perzh Ventura e-barzh L'Armée des ombres nemet en abeg d'ar gevrat en devoa sinet hag eñ rediet d'ober un eil film a-gevret gant Melville.

Diwar-benn sonerezh ar film

E-keit m'emañ Philippe Gerbier o kerzhout war-du al lec'h ma vo-eñ fuzuilhet e klever un ton hag a zo chomet brudet-kenañ : penn-kentañ ar pedervet lodenn (Protest) eus Spirituals for String Choir and Orchestra (savet e 1941 gant ar pianoour ha sonaozer stadunanat Morton Gould (1913-1996)) an hini eo. Sonerezh an abadenn skinwel c'hallek Les Dossiers de l'écran e voe etre 1967 ha 1991 ivez : Spirituals for Strings Choir and Orchestra: IV. Protest.

Goproù

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Vingt-quatre heures de la vie d'un clown (1946).