Laurent-Désiré Kabila

Laurent-Désiré Kabila (27 a viz Du 1939 - 18 a viz Genver 2001) a oa ur politikour, bet prezidant Republik Demokratel Kongo.

Goude dizalc'hiezh Kongo e 1960 e kemeras perzh Kabila en emsavioù e Katanga hag e Kivu. E miz Du 1996 e voe e penn un emsav bras, derou brezel kentañ Kongo, evit skarzhañ Mobutu Sese Seko. Evit-se e kavas skoazell e Rwanda, Burundi hag Ouganda. D'ar 16 a viz Mae 1997 e teue tre e Kinshasa, rediañ an diktatour da dec'hel kuit. An deiz war-lerc'h en em lakae da brezidant ha cheñch anv ar vro eus Zair da Republik Demokratel Kongo, ar pezh a oa an anv kozh.

Buan en em lakaas da ren evel un diktatour, herzel ha bac'hañ eneberien bolitikel ha kazetennerien. D'ar 16 a viz Genver 2001 e voe tennet outañ gant ur gward-korf dezhañ ha kaset d'un ospital e Zimbabwe ma varvas daou zevezh goude. E vab, Joseph Kabila, a voe lakaet neuze e penn ar vro.