Ledenez Italia

Ledenez Italia
Ledenez
StadItalia, San Marino, Keoded ar Vatikan Kemmañ
War riblMor Liguria, Mor Ionian, Mor Adria, Mor Tirrenia, Mor Kreizdouar Kemmañ
Lec'hiadurEuropa Kemmañ
Daveennoù douaroniel42°0′0″N 14°0′0″E Kemmañ
Poent uhelañCorno Grande Kemmañ
Ledenez Italia en nevezamzer, gwelet eus an oabl.

Ledenez Italia, pe Ledenez an Apennin, pe Douar-bras Italia pe Italia hepmui (en italianeg: Penisola italiana, Penisola appenninica, Terraferma pe Continente) a zo ul ledenez e-kreiz Kreisteizeuropa, ar vihanañ eus teir ledenez Kreisteizeuropa ( an div all eo Ledenez Iberia ha Ledenez ar Balkanoù). Ul lesanv zo dezhi, deuet dezhi abalamour d'he stumm : Lo Stivale (An Heuz). Teir ledenez bihanoc'h zo outi hag a ro dezhi ar stumm-se : Calabria (ar biz-troad), Salento (ar seul) ha Gargano (ar c'hentr).

Ne glot ket gant Italia bolitikel a hiriv, da lavarout eo Republik Italia, pa n'emañ ket enni an inizi (Sikilia ha Sardigna dreist-holl) nag an Alpoù na plaenenn ar Po, met enni emañ ar stadoù dizalc'h San Marino hag ar Vatikan.