Ledenez iberek
Kevandir | Europa |
---|---|
Stad | Spagn, Portugal, Andorra, Jibraltar, Frañs |
War ribl | Meurvor Atlantel, Mor Kreizdouar, Pleg-mor Gwaskogn |
Lec'hiadur | Europa |
Daveennoù douaroniel | 40°14′24″N 4°14′21″W |
Poent uhelañ | Mulhacén |
Studiet gant | Iberian studies |
Staget ouzh | Pireneoù |
Al Ledenez iberek, pe ledenez Iberia, zo ul ledenez vras e mervent Europa, etre ar Pireneoù ha Norzhafrika, etre ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel. Etre al Ledenez iberek ha kevandir Afrika emañ Strizh-mor Jibraltar, a genstag ar Mor Kreizdouar hag ar Meurvor Atlantel. En em astenn a ra al Ledenez iberek war 582 925 km². Enni emañ Spagn (al lodenn gevandirel anezhi, war-bouez Traoñienn Aran pa red doureier houmañ war-du an hanternoz), Portugal, Andorra, enklozadur Jibraltar (e dalc’h Breizh-Veur) hag al lodenn c'hall eus Cerdanya. Hogen n’eo ket bet atav rannet evel-se, a-hed an istor.
En Henamzer e oa meur a bobl dre al ledenez, ha Kelted e oa lod anezho. Goude aloubadegoù ar Wizigoted hag ar Vuzulmaned, e oa bet, er Grennamzer, stadoù muzulman e kreisteiz al ledenez, tra ma oa rouantelezhioù kristen en hanternoz, anvet Asturiez, Leon, Kastilha, Aragon. Tamm-ha-tamm e tigreskas al lodenn e dalc’h ar Vuzulmaned, tra m’en em unane ar rouantelezhioù kristen. Met meur a vrezel a voe etre ar rouantelezhioù-se, a-raok en em gavout, a-benn dibenn ar XVvet kantved, gant div stad vras el ledenez : Spagn ha Portugal. O-div a voe aloubet gant armeoù Napoléon Bonaparte e deroù an XIXvet kantved. An div anezho ivez a zeuas da vezañ rouantelezhioù en XXvet kantved, met Spagn, goude ur brezel diabarzh ha diktatouriezh Francisco Franco, zo deuet da vezañ ur rouantelezh en-dro.
Dont a ra ar wrizienn iber- marteze eus anv ar stêr Ebro (a oa Iberus e latin), pe eus anv ur bobl a veve e reter al ledenez gwechall-gozh, an Ibered. En Henamzer e veze graet Iberia eus al ledenez gant ar C'hresianed hag ar Romaned.
Ar braz eus diabarzh al ledenez a ya d’ober uhelblaenennoù, ur 600 metr bennak a-us live ar mor. Un nebeud menezioù uheloc’h zo, evel Menezioù Kantabria en hanternoz pe ar Sierra Nevada er c’hreisteiz. War-bouez ar stêr Ebro, en em daol er Mor Kreizdouar, ez a ar pep brasañ eus stêrioù bras (Douro, Tajo, Guadalquivir) war-zu ar c’hornôg hag ar Mor Atlantel. Roc’hellek eo aodoù an hanternoz hag ar c’hornôg dre vras ; traezhennoù bras a gaver war aodoù ar reter hag ar c’hreisteiz.