M249 light machine gun
Iskevrennad eus | FN Minimi, arm emgefreek ur bagad |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1976 |
Implij | arm emgefreek ur bagad |
Brezel | United States invasion of Panama |
Bro orin | Belgia, Stadoù-Unanet |
Lakaet er servij | 1984 |
Manufacturer | FN Herstal |
Munision | 5,56 × 45 mm NATO, 7,62 × 51 mm NATO |
An M249 light machine gun (LMG, mindrailherez lijer), eus e anv ofisiel M249 Squad Automatic Weapon (SAW) graet ivez Light Machine Gun, 5.56 mm, M249 anezhi, zo stumm stadunanat ar vindrailherez belgiat FN Minimi savet gant an embregerezh FN Herstal.
An M249 a zo savet gant skourr stadunanat an FN anvet FN Manufacturing LLC. ha lec'hiet e South Carolina. Implijet e vez un niver bras eus ar mindrailherezioù-se gant nerzhioù lu Stadoù-Unanet Amerika, an United States Armed Forces. Ar vindrailherez a zo bet lakaet e servij e 1984, goude ma voe lakaet war-raok evel an arm efedusañ e-touez ar re lakaet war ar renk evit bezañ armoù emgefreek an unvezioù bihan ouzh stourm. An M249 a ro an tu da unvezioù bihan niver an troadegiezh da gaout ur vindrailherez gant un niver a dennoù uhel, o tennañ resis hag hezoug evit bezañ fiñvet buan hervez penaos e tro an emgann.
An M249 a implij gazoù evit bannañ ar bolodoù. Aes eo cheñch ar c'hanol pa vez ezhomm gant an tenner. Un daoubez a zo stag ouzh beg ar vindrailherez, gellet a raer staliañ an trebez M192 LGM ma vez c'hoant.
Gellout a raer kargañ bannadelloù dre ur gouriz-kartouchennoù pe gant kargerioù STANAG, evel ar re implijet war an M16 hag an M4. Dre-se e c'hell tenner ar SAW implij kargerioù ar soudarded troadegiezh tro-dro dezhañ ma vez un arvar bras hag ez eo eñ hep munisionoù.
Skeudennoù
-
Ur soudard stadunanat o tennañ evel tan-harp gant un M249
-
Soudardez stadunanat eus an US Air Force gant ar vindrailherez M249
-
Gourdonadenn tennañ gant an M249
-
Soudarded Nerzhioù Emzifenn Japan (Jieitai) o teskiñ implij ar vindrailherez M249