Mari

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Mari (pe Maria a-wechoù) zo un anv-badez brezhonek roet d'ar merc'hed e Breizh, diwar anv ar Werc'hez Vari, a zeu eus an hebraeg מִרְיָם (Maryam). Betek an XXvet kantved e oa, gant Anna, an anv roet ar muiañ d'ar merc'hed.

Alies ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv-badez, koulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed: e-touez an anvioù roet stank e kaver evel-se Anna-Mari pe Anna-Vari, ha Marianna, e-kichen Yann-Vari, Pêr-Vari.

E Bro-Spagn ivez e vez roet c'hoazh evel eil anv d'ar baotred, ha stankoc'h c'hoazh eno Jose Maria, pe Juan Maria.

Doareoù all e brezhonek

  • Mai, skrivet Maï a-wechoù, dre fazi, hervez an doare gallekaet, diwar goll ar gensonenn "r"
  • Maiwenn, diwar Mari ha Gwenn
  • Marianna, Mariannig, diwar Mari hag Anna, Annaig, Annig
  • Marijan, Marijanig, Marjan, Marjanig

E yezhoù all

Tud

Mari ha Jezuz, Kergustentin.

Sentezed

Breizh Breizh

Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz

El Salvador El Salvador

Mari Possa. C'hoari war ar gerioù: mariposa eo ar ger spagnolek evit balafenn
  • Mari Possa, aktorez

Portugal Portugal

Banniel Timor ar Reter Timor ar Reter

  • Marí Alkatiri, politikour

Lesanvioù brezhonek

Mari zo un anv roet da gement plac'h zo, evel Soaz a-wechoù.

  • Mari Beg-a-raok, Mari-flao (flav?), flaperez, klakenn
  • Ur Vari-forc'h zo kement hag ul loudourenn.
  • Mari-flao, Mari-vastrouilh, loudourenn
  • Mari-froterez, pareourez
  • Mari Janed, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino
  • Mari-voudenn, a laosk ar baotred da gregiñ en he moudenn.
  • Mari-vorgan, pe morwreg, maouez eus ar mojennoù hag a vev er mor.
  • Mari Vrav, lesanv d'ar par c'hwec'h er c'hoari domino

Levrioù brezhonek

Kanaouennoù

  • Ar gwerzioù Mari Flouri, Mari Tilli, Mari ar C'habiten, e Gwerziou Breiz-Izel
  • Mari 'ra din c'hoarzhin, diskan klevet er festoù-noz, kanet gant ar Vreudeur Morvan.
  • Mari-vastrouilh, kanaouenn savet diwar ar ganaouenn saoznek My darling Clementine.

Lec'hanvadurezh

Traoù all

Pennadoù kar