Mario Varglien

Mario Varglien, bet ganet d'ar 26 a viz Kerzu 1905 e Fiume[1] (Aostria-Hungaria d'an ampoent) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Eost 1978 e Venezia (Veneto, Italia), a oa ur melldroader etrebroadel italian (kreizer difenner e bost dezhañ war an dachenn), aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.

Graet e veze Varglien I anezhañ a-benn e zisheñvelout diouzh e vreur Giovanni Varglien (Varglien II).

E vicher (evel c'hoarier)

Er c'hleuboù

Bet kroget e vicher e skipailhoù reoù yaouank Olympia Fiume e c'hoarias Varglien en un toullad a gleuboù all :

  • 1920-26 : Olympia Fiume,
  • 1926-27 : Fiumana,
  • 1927-28 : Pro Patria (Busto Arsizio, Lombardia),
  • 1928-42 : Juventus Torino, aet da gampion Serie A pemp gwech diouzh renk etre 1931 ha 1935 ; paket e voe Coppa Italia gantañ ivez, e 1938 ha 1942,
  • 1942-43 : Sanremese (Sanremo),
  • 1943-44 : Triestina (Trieste)

E skipailh broadel Italia

Ur wech hepken en devoa douget krez an Azzurri[2] e 1935, hep merkañ pal ebet.

Krogad a vignoniezh

Deiziad Lec'h Krogad Merk
17 a viz C'hwevrer 1935 Stadio Nazionale (Roma) Italia - Bro-C'hall 2-1

Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken, hep c'hoari krogad ebet :

E vicher (evel gourdoner)

Pa voe echu, pe dost, gant e amzer melldroader war an dachenn ez eas da c'hourdoner :

  • 1942-43 : Sanremese,
  • 1946-47 : Triestina,
  • 1948-51 : Como,
  • 1951-52 : Pro Patria,
  • 1952-54 : AS Roma.

Treut e voe ar peuriñ a-fet titloù dre na voe nemet kampion Serie B gant Como e 1949.

Liamm diavaez

Notennoù ha daveennoù

  1. Rijeka (Kroatia) a-vremañ.
  2. Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Italia.