Marsel Gwilhou

Gant Annie Ebrel, Villarceaux (Bro-C'hall), 4 a viz Gwengolo 2011

Marsel Gwilhou, ganet e 1930 e ti feurm Kermorvan e Larruen, ha marvet d'an 11 a viz Even 2024[1], a oa kaner ha konter.

E vuhez

Marsel Gwilhou a zo ganet en ti feurm e-lec'h e veze komzet brezhoneg nemetken. Da zek vloaz e oa aet d'ar skol evit ar wech kentañ. Deskiñ a reas galleg en ur ober tri mi eno ha paouez a reas gant ar skol da 15 vloaz. Goude-se e tistroas d'ar feurm.

E 1957 e krogas da gontañ ha da ganañ, e Bro Fañch da gentañ, ha goude er broioù e-kichen.

Ober a reas un droig e Kazetenn ar vro blinn (sikouret en doa da grouiñ RKB) e 1978 gant Jean-Yves Richard ha René Richard. Karget e oa da grouiñ kasedigoù amzerel enrollet warno kontadennoù pe kanaouenoù eus ar vro. Kelenn a reas da meur a zen kanañ, en o zouez Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Annie Ebrel pe Claudine Flohic, ha gwelet e veze alies er festoù noz.

Meur a bladenn en deus graet ivez.

Enrolladurioù

Pladennoù

Un devezh 'ba Kerc'h Morvan (2004)
  1. Zant Nikolas
  2. Tiens bon bon la bouteille
  3. Pa basan 'barzh ar ger-mañ
  4. Penherez ar miliner
  5. Kontadenn ar boulañjer
  6. Ar merer paour
  7. Barzh ar gêr a lost ar c'hoat
  8. Ar merer paour
  9. Ar merc'hetaer
  10. Krouer an neñv hag an douar
  11. Kontadenn Yann a voen deuz ar Geodet
  12. Tristat e' ma vlanedenn
  13. Me 'zo deit amañ henoez
  14. Ar butun
  15. Extra

Filmoù

  • (br) Marsel Paotr Plaen, Bastian Gwilhou, France 3 Bretagne, 2011
  • (br)Marsel Gwilhouz, ur skouarn da selaou, Jérémy Véron ha Yann Simon, Connaissance et sauvegarde du patrimoine, 2010

Liammoù diavaez

Daveennoù

Preview of references

  1. (fr) LE FUR Laurent, Marcel Le Guilloux : La voix du kan ha diskan s'est éteinte, e L'Echo de l'Armor et de l'Argoat, 11/06/2024