Menez-Mikael-an-Are

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn geografiezh Breizh hag ar Menez Are ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Menez-Mikael-an-Are
Menez-Mikael-an-Are
Menez-Mikael hag e chapel
Anv(ioù) all Menez-Mikael, Menez-Sant-Mikael, Tuchenn Mikael, Torgenn Mikael, Tosenn Sant-Mikael, Krec'h Sant-Mikael
Anv(ioù) kozh Moudenn Kronon
Anv gallek Mont Saint-Michel de Brasparts
Douaroniezh
Uhelder 381 m
Aradennad Menez Are (Torosad Arvorig)
Ledred 48° 21′ 01″ N
Hedred 3° 56′ 44″ K
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro gozh Bro-Gerne
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumun Sant-Riwal
Hent kern ar menez
Hent aesañ D785
Menez-Mikael e-pad ar goañv.

Menez-Mikael pe Menez-Mikael-an-Are (anvet eo bet evit ar wech Menez Sant-Mikael gant tud ar vro; Mont Saint-Michel de Brasparts e galleg daoust ma n'emañ ket e Brasparzh) a zo unan eus uhelennoù Menez Are. 380 m eo e uhelder hag en e lein ez eus ur chapel eus ar XVIIvet kantved gouestlet d'an Arc'hael Mikael. War dachenn kumun Sant-Riwal ha Park an Arvorig emañ.

Anv

Meur a anv zo bet roet d'ar menez-se e brezhoneg, setu int: Menez-Mikael, Menez-Mikael-an-Are, Menez-Sant-Mikael, Menez-(Sant-)Mikael-Brasparzh, Tuchenn (Sant-)Mikael, Torgenn (Sant-)Mikael, Tosenn Sant-Mikael, Krec'h Sant-Mikael. Gwezhall e oa anvet Moudenn Kronon.[1]

Anvet eo "Mont Saint-Michel de Brasparts" e gallek pe "Menez-(Sant-)Mikael-Brasparzh" e brezhoneg a-wezhioù peogwir e oa Sant-Riwal un trev eus Brasparzh gwezhall, a-raok ma oa krouet kumun Sant-Riwal e 1925.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Menez-Mikael-an-Are er
wikeriadur, ar geriadur frank.


Notennoù ha daveoù

  1. "Menez-Mikael", DEVRI : Le dictionnaire diachronique du breton - Martial Menard