Merope

Merope a zo anv meur a blac'h e mojennoù Hellaz kozh.

  • Merope, merc'h da Okeanos ha Tethys, un Okeanidenn eta, mamm da Faethon ha d'an Heliadezed, mab da Helios pe da g-Klymenos, mab Helios.
  • Merope, merc'h da Helios, an Heol, unan eus an Heliadezed eta, a voe troet evelte e puplienn.
  • Merope, rouanez Korinthos, gwreg Polybos ha lezvamm da Oidipoüs.
  • Merope, unan eus ar Pleiadezed, merc'h da Atlas ha Pleione. Dimeziñ a reas da Sisyfos, ha mamm e oa d'ar roue Glaokos.
  • Merope, eus C'hios, merc'h da Oinopion. Hi eo a oa karet gant Orion, hag a voe gwallet gantañ. He zad a vezvas Orion, hag a dennas e zaoulagad outañ evel kastiz, a-raok e deurel er mor.
  • Merope, merc'h Kypselos ha rouanez Messenia. Polyfontes, en doa lazhet he fried Kresfontes ha daou vugel dezhi, a fellas dezhañ dimeziñ ganti. Met he zrede mab, Epytos, a lazhas Polyfontes e-pad un aberzh.

Hag ivez:

Levrlennadur

  • Jean Vertemont, "Dictionnaire des mythologies indo-européennes", 1997.