Mignon (istor)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a0/Jacques-d-Albon.jpg/220px-Jacques-d-Albon.jpg)
mignon da Herri II. En amzer-se ne oa ket gwall vrud d'an anv c'hoazh
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/c/c4/Anjou_1570louvre.jpg/220px-Anjou_1570louvre.jpg)
Plijout a rae dezhañ an dilhad brav, pezh ne oa ket arouez ar gour nag an nerzh, vertuz uhelañ an noblañsed brezelgar
Mignoned a veze graet er XVIvet kantved eus kileed an noblañsed uhel. Adalek amzer ar roue gall Herri III (1551-1589) e vo roet ur ster all d'ar ger, damveneg gantañ eus sodomiezh. En amzer-se e krogas gwazed yaouank al lez da gemer doareoù a lakae ar bobl da c'hoarzhin. Abaoe an XIXvet kanved e vez graet an anv-se eus mignoned ar roue Herri III.
E saozneg
Kavet e vez ar ger e pezhioù-c'hoari Shakespeare, skrivet "minion".
Mignoned fled
Mignoned fled a c'haller lavarout eus ar 'mignons de couchette', hervez troienn Brantôme da ober anv eus mignoned ar roue Charlez VIII. Pa veze gwelet mat un den gant ar roue e veze roet dezhañ an enor da gousket e kambr ar roue. Evel-se e veze trugarekaet ar fealañ servijourien. En amzer an Azginivelezh eo ul lec'h sakr e oa kambr ar roue, ha gallout kousket enni pa veze ar roue - letanant Doue war an douar - e oa ar pal da dizhout da dud al lez.
Herri II, roue Bro-C'hall a c'hoarie gant an doare-se da ziskouez piv a blije pe a zisplije dezhañ. Meur a wech e pedas Anne de Montmorency da gousket gantañ en e wele, brasat enor. Feuket-bras e veze ar gannaded estren o klevout kement-se, met kustumiñ a raent o soñjal e oa gwall zibalamour doareoù al lez c'hall.
Dre youl Henri II ha hini Henri III dreist-holl ez eas doareoù al lez war strishaat. N'halled ket mont e kambr ar roue ken aes evel gwechall ken. Ul lec'h sakr e oa deuet da vezañ, ha gwarizi a oa ouzh an dud aotreet da vont e-barzh. Se zo kaoz e veze graet goap viloc'h ouzh ar vignoned-fled e dibenn ar XVIvet kantved.
Mignoned Herri III
En amzer Herri III e klaske gwazed yaouank al lez c'hall en em wiskañ kran, kement ha ken bihan ma spontent ar vourc'hizien onest. Evit ober evel ar roue en em stipent, e rodellent o blev, e lakaent poultr war o dremm. Ouzhpenn-se e tougent boukloù-skouarn, dantelezh, frezennoù ampezet. Goap a veze graet outo gant ar bobl rak betek neuze ne veze el lez nemet gwazed kreñv prest da vont d'an emgann.
PE-touez mignoned ar roue e oa :
- Louis de Béranger du Guast
- Guy d’Arces, baron Livarot
- René de Villequier, baron Clairvaux
- Paul de Stuer de Caussade, kont Saint-Mégrin
- François d'O
- Henri de Saint-Sulpice
- Jacques de Lévis, kont Caylus
- Louis de Maugiron
- François d'Espinay de Saint-Luc
- Georges de Schomberg (breur da Gaspard de Schomberg)
- François de Ribérac
- Charles de Balsac pe Balzac, baron Entragues, lesanvet Entraguet.
-
Caylus. -
Maugiron. -
Entraguet. -
Épernon. -
Joyeuse.
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/1/14/Artus%2C_Thomas-Les_Hermaphrodites%2C_1605.jpg/220px-Artus%2C_Thomas-Les_Hermaphrodites%2C_1605.jpg)
Pennad kar
- Duvell ar vignoned
Levrlennadur
- Nicolas Le Roux, La faveur du roi, Mignons et courtisans au temps des derniers Valois (vers 1547-vers 1589), Seysse, Champ Vallon, 2001.
- Monique Chatenet, La cour de France au XVI siècle, vie sociale et architecture, 2002, Picard