Missing (film, 1982)

Missing (Aet da get e brezhoneg) zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer gall-gresian Costa-Gavras e 1981.

Eizhvet film hir Costa-Gavras eo Missing, deuet e-maez da-heul Clair de femme (1979) hag a-raok Hanna K. (1983). Diazezet eo war istor gwir ar c'hazetenner stadunanat Charles Horman (1942-1973), aet da get da-heul darvoudoù gwadek Taol-stad Gwengolo 1973 e Chile kaset da benn gant ar jeneral Augusto Pinochet ouzh gouarnamant Salvador Allende.

E penn e vro e oa an diktatour chilean c'hoazh pa voe kroget gant ar film, ken kizidik an danvez anezhañ ma voe divizet e dreiñ e Mec'hiko dre guzh. Nathaniel Davis, bet kannadour Stadoù-Unanet Amerika e Chile (1971-1973), a savas klemm ouzh Costa-Gavras hag Universal Pictures evit gwallvruderezh : ne zalc'has al lez-varn karg ebet en o enep avat.

Kement-se ne viras ket ouzh Missing a vezañ gopret e Canas (Bro-C'hall) e 1982 : al Lore Aour evit ar film (a-gevret gant Yol gant Serif Gören ha Yilmaz Güney) ha Priz ar gwellañ aktour evit Jack Lemmon. E 1983 e voe paket an Academy Award for Best Adapted Screenplay (Oscar evit ar gwellañ senario azasaet) gant Costas-Gavras ha Donald E. Stewart ivez.

Fichenn deknikel

  • Doare : Drama, Istorel
  • Skoazellerien-sevener : Elie Cohn, Jesús Marín hag Anna Roth,
  • Senario : Costa-Gavras ha Donald E. Stewart, azasaet diwar al levr The Execution of Charles Horman: An American Sacrifice (1978) gant Thomas Hauser,
  • Kevredadoù produiñ : PolyGram Filmed Entertainment hag Universal Pictures,
  • Produourien : Edward ha Mildred Lewis,
  • Kevredad dasparzhañ : Universal Pictures,
  • Rener ar skeudenniñ : Ricardo Aronovich,
  • Ijinourien ar son : Daniel Brisseau ha José Antonio García,
  • Aozer ar sonerezh orin : Vangelis,
  • Kinklourien : Peter Jamison ha Linda Spheeris,
  • Dilhataer : Joe I. Tompkins,
  • Farder : Mark Reedall,
  • Perukennerezed : Esperanza Gomez ha Bette Iverson,
  • Skriptourez : Sylvette Baudrot,
  • Frammerez : Françoise Bonnot,
  • Prantad filmañ :,
  • Lec'hioù filmañ : Acapulco de Juárez (Guerrero) ha Mec'hiko (Mec'hiko),
  • Deiziad dont e-maez : 12 a viz C'hwevrer ha 12 a viz Meurzh 1982 (Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet),
  • Padelezh : 122'.

An danvez

Ar gomedianed pennañ

  • Jack Lemmon : Ed Horman (?-1993),
  • Sissy Spacek : Beth Horman (o terc'hel perzh Joyce Horman (1944-)),
  • Melanie Mayron : Terry Simon,
  • John Shea : Charles Horman,
  • Charles Cioffi : ar c'habiten Ray Tower,
  • David Clennon : an aotrou koñsul Phil Putnam,
  • Richard Bradford : Andrew Babcock,
  • Ward Costello : ar c'hendalc'had,
  • John Doolittle : David McGeary,
  • Joe Regalbuto : Frank Terruggi (1949–1973),
  • Janice Rule : Kate Newman,
  • Jerry Hardin : ar c'horonal Sean Patrick,
  • Richard Venture : kannadour ar Stadoù-Unanet Amerika,
  • Tina Romero : Maria,
  • Hansford Rowe : ar senedour,
  • Martin Lasalle : Paris,
  • Jorge Russek : Espinoza,
  • Terry Nelson : ar c'horonal Clay,
  • Keith Szarabajka : David Holloway.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù