Mississippi (Stad)

State of Mississippi
Banniel Mississippi Siell Mississippi
Lesanv : The Magnolia State
Sturienn : Virtute et armis
Lec'hiadur Mississippi
Lec'hiadur e Stadoù-Unanet Amerika
Kêr-benn Jackson
Kêr vrasañ Jackson
Gouarnour Phil Bryant (R)
Senedourien Cindy Hyde-Smith (R)
Roger Wicker (R)
Yezh(où) ofisiel Saozneg
Gorread 125,443 km² (32l)
 • Douar 121,606 km²
 • Dour 3,940 km² (3%)
Poblañs (bloaz 2000)
 • Poblañs 2,844,658 (31)
 • Stankter 23.42 /km² (32l)
 • Korvoder dre diegezh $33,659; (49vet)
Degemeret en Unaniezh
 • Deiziad 10 a viz Kerzu, 1817
 • Urzh 20vet
Gwerzhid-eur Central: UTC-6/-5
Ledred 30°13'N da 35°N
Hedred 88°7'K da 91°41'K
Hirder 275 km
Ledander 545 km
Uhelder
 • Lec'h Uhelañ Woodall Mountain
 • Uhelañ 246 m
 • Krenn 91 m
 • Izelañ 0 m
Berradurioù
 • USPS (post) MS
 • ISO 3166-2 US-MS
Kenrouedad www.mississippi.gov


Gwelout ivez ar pennadoù Mississippi ha Mississippi (stêr).

Mississippi a zo unan eus an 50 Stad a ya d'ober Stadoù-Unanet Amerika, e kreisteiz ar vro. Jackson eo ar gêrbenn ha brasañ kêr ar stad.

Dont a ra anv ar stad eus anv ar stêr Mississippi a red er c'hornaoueg dezhi.

Ar magnolia eo arouez ar stad.

Douaroniezh

En hanternoz d'ar stad emañ Tennessee, er reter Alabama, er c'hreisteiz Louiziana hag un tamm bihan eus aod pleg-mor mec'hiko hag er c'hornôg, en tu all d'ar stêr Mississippi, Louiziana hag Arkansas.

Stêrioù all zo ivez: *Big Black River, Pearl River, Yazoo, Pascagoula, Tombigbee. Lennoù zo ivez: Ross Barnett Reservoir, Arkabutla Lake, Sardis Lake ha Grenada Lake.

Istor Mississippi

Kêriadenn chokta
  • 1699 : Kentañ trevadenn c'hall e Bro-C'hall Nevez, pe Louiziana, e Biloxi ha renet gant Pierre Le Moyne, Sieur d'Iberville.
  • 1720 : Kaset eo kêrbenn Bro-C'hall Nevez eus Mobile da Biloxi. Biloxi a oa kêrbenn Louiziana c'hall eus 1720 da 1723, pa voe kaset neuze da Orleañs Nevez.
  • 1763 : Roet eo Louiziana, er reter d'ar Mississippi da Breizh-Veur.
  • 1798 : krouet eo tiriad Mississippi diwar douaroù roet gant Georgia ha Southh Carolina, ha kresket diwezhatoc'h .
  • 10 Kerzu 1817 : Mississippi eo an 20vet stad o vont e kengevread SUA. Enni e ren ar sklavelezh.
  • 9 Genver 1861 : Mississippi eo an eil stad o tispartiañ diouzh SUA da vont da harpañ Kengevread ar Stadoù amerikan
  • 23 1870 : Distro Mississippi da SUA.

Kêrioù Mississippi

  1. Jackson (173 514 ag annezidi)
  2. Gulfport (67 793)
  3. Hattiesburg (51 993)
  4. Southaven (48 982)
  5. Biloxi (45 670)
  6. Clarksdale (20 645)

Liammoù diavaez

Rannadurioù Stadoù-Unanet Amerika Banniel SUA
Stadoù: AlabamaAlaskaArizonaArkansasColoradoConnecticutDelawareFloridaGeorgiaHawaiiIdahoIllinoisIndianaIowaKaliforniaKansasKentuckyLouisianaMaineMarylandMassachusettsMichiganMinnesotaMississippiMissouriMontanaNebraskaNevadaNew HampshireNew JerseyNew MexicoNew YorkNorth CarolinaNorth DakotaOhioOklahomaOregonPennsylvaniaRhode IslandSouth CarolinaSouth DakotaTennesseeTexasUtahVermontVirginiaWashingtonWest VirginiaWisconsinWyoming
Distrig kevreadel: Distrig Columbia
Tiriadoù hag Inizi: GuamInizi Gwerc'h ar Stadoù-UnanetInizi Mariana an NorzhPuerto RicoSamoa Amerikan
Inizi bihan: Enez Baker • Enez Howland • Enez Jarvis • Atoll Johnston • Karreg Kingman • Atoll Midway • Enez Navassa • Atoll Palmyra • Enez Wake