Morzhol

Ur morzhol zo ur benveg da skeiñ, gant ur penn, e metal, hag un troad. Peurvuiañ e skoer gantañ war ar metal, an tachoù hag ar poentennoù, met a bep seurt morzholioù zo hervez ar micherioù. Morzholioù o deus ar c'hoved, ar gilvizien, ar vinterien. Abaoe ar ragistor e vez graet gant morzholioù.
Un horzh a vez graet eus ur morzhol bras.
Arouez

Arouez ar vicherourien eo ar morzhol war bannieloù ar gomunourien, e-kichen ar falz, arouez ar gouerien .