Myron

Ar stlaper-kantoù
Ar Minotaor

Myron (e henc'hresianeg: Μύρων, Múrôn), a oa ur c'hizeller eus Eleuterae, ur gêr eus Attika, en Hellaz, e kentañ lodenn ar Vvet kantved kent JK.

Diskibl e vije bet da Ageladas, evel Feidias ha Polikleitos, ha sevel a reas ur bern oberennoù, hogozik holl en arem, en o zouez, hervez Plinius an Henañ :

  • Perseüs o lazhañ Medousa, a vez gwelet c'hoazh war an Akropol en amzer Paosanias ;
  • un den-bouc'h oc'h estlammiñ dirak ur fleütenn ;
  • ur Minotaor;
  • Atena ha Marsias ;
  • Herakles ;
  • Apollon ;
  • Delwenoù pentatleted eus Delfi ;
  • Pancratourien ;
  • Delwennoù ramzel eus Zeüs, Hera, hag Herakles ;
  • un Dionysos war an Helion;
  • un Hekate, e prenn ;
  • ur vaouez kozh vezv ;
  • ur stlaper-kantoù, pennoberenn dont meur a zelwenn e marbr a dremen evit kopioù, an hini brudetañ o vezañ hini ar palez Massimo alle Terme.

Myron a savas ivez delwennoù loened. Komz a reer eus ur C'hi ha dreist-holl ur Vuoc'h deuet da vezañ brudet, a oa, en amzer Cicero, e-kreiz brasañ plasenn Aten, hag a c'halled gwelet e Roma goude betek 550.


Liammoù diavaez



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.