Natan (profed)
Hervez an Tanac'h en doe ar profed Natan ur perzh politikel ha relijiel pouezus da ware ren David ha penn kentañ hini Salaun.
Keneil ha kuzulier David e oa.
En Eil Levr ar Rouaned e tiouganas Natan da Zavid ne savje ket un ti da Zoue (2R 7)<ref{br}Troidigezh An Tour-Tan, eil levrenn, pp 107-108</ref>.
Ober a reas rebechoù garv da Zavid goude e avoultrerezh gant Bat-Sheva ha marv Ouria an Hitiad, gwaz Bat-Sheva.
Eñ eo a lavaras e varvje ar mab bet ganet da Zavid gant Bat-Sheva[1].
Eñ eo a c'houlennas goude e vefe anvet Salaun, an eil mab ganet da Zavid gant Bat-Sheva « Yeddya », mignon d'an Aotrou[2].
E Kentañ Levr ar Rouaned e lenner a-zivout itrikoù Natan ha Bat-Sheva evit lakaat Salaun war dro David. Dont a rejont a-benn (1R 1,11- 40)[3]