Naziegezh

Naziegezh
ideologiezh politikel
Iskevrennad eusfaskouriezh, Enepyuzevegezh, ethnic supremacism Kemmañ
Deiziad kregiñ1920 Kemmañ
Deiziad echuiñ8 Mae 1945 Kemmañ
Pleustret gantNazi Kemmañ

Naziegezh, stumm furmel a oa Broadel Sokialouriezh (berraet en NS evit Nationalsozialismus), a oa un ideologiezh eus an tu dehoù pellañ hag hollveliek ijinet gant Adolf Hitler hag ar Strollad nazi (NSDAP) en Alamagn.[1][2] E-pad kerzh Hitler d'ar galloud er bloavezhioù 1930 en Europa, e oa graet alies gant an droienn faskouriezh Hitler pe Hitlerouriezh (alamaneg: Hitlerismus). Un droienn nevesoc'h a zo deuet war-wel goude an Eil Brezel-bed hag a zo "neveznaziegezh" evit ober eus hollad an aozadurioù, strolladoù pe hiniennoù o klask lakaat da advevañ an ideologiezh nazi pe o azeuliañ Hitler goude kouezhadenn an Trede Reich.

An naziegezh a zo ur stumm faskouriezh,[3][4][5][6] o vagañ kasoni ouzh an demokratelezhioù frankizour hag ar reizhiad parlamantel. E-touez pennaennoù an naziegezh e vez kavet ar c'hoant sevel un diktatoureizh,[2] enepyuvegezh, enepkomunouriezh, enepslavelezh,[7] enepromed, gouennelouriezh skiantel, dreistelezh gwenn, norzhelouriezh, Darwinelezh sokial, homofobiezh, enep an dud ampechet, hag implij an eugenegezh. An dreistbrodaelouriezh embannet gant an nazied a oa awenet gant ar Pangermanegezh ha broadelouriezh etnek al luskadoù Völkisch hag a oa diazez e-touez broadelourien Alamagn abaoe fin an XIXvet kantved. An naziegezh a oa awenet kreñv ivez gant strolladoù dammsoudarded ar Freikorps ha a oa bet ganet goude koll ar C'hentañ Brezel-bed gant Impalaeriezh alaman, dre-se e oa un "azeuliñ d'ar feulster" gant ar strollad nazi. Implijet e oa ivez teoriennoù damm skiantel evit azasaat un urzhaz gouennel,[8] o lakaat da dalvezout an alamanted etnek evel ul lodenn eus ar pezh a oa anvet gant an nazied an aryaned pe Norzhek evel ar ouenn mestr war an holl re all. An nazied o devoa un dodenn diazez evit tremen dreist rannadurioù sokial ar gevredigezh hag a glaske dre-se sevel ur gevredigezh c'herman unvan. An dodenn a oa hini ar burelezh gouennel hag a oa ar Volksgemeinschaft. An nazied a glaske unvaniñ an holl dud gwelet ganto evel a ouenn alaman ne ra forzh e peseurt bro e oant o vevañ. Talvezout a ra e oa mat dezho evel doare da adunvaniñ an alamanted da implij doareoù feuls betek ar brezel. Ouzhpenn-se dre mennad al Lebensraum e oa da emledañ tiriad an alamanted war ar vroioù all rak gwelet e oant evel tiriadoù bevañs da vezañ sujet hag an annezidi graet isouenn (alamaneg: Untermenschen) anezho a oa da vezañ pe lazhadeget pe da vezañ lakaet da sklav.

An droienn "Broadel sokialouriezh" a zo deuet dre klask kendeuziñ un doare broadelouriezh gant ur stumm sokialouriezh, ar pal a oa enebiñ ouzh ar Varksouriezh ha sokialouriezh etrebroadelour kement ha mennad ar c'hapitalouriezh gant ur marc'had frank. An nazied a save a-enep mennad Marksour stourm ar renkadoù kement hag an ingalded, enebet kren e oant d'ar c'hosmopolitiezh ha d'an etrebroadelouriezh, hag ar c'hoant a oa ganto da lakaat da sentiñ holl lodennoù ar gevredigezh alaman nevez savet dre sujañ an interestoù personel d'ur "mad boutin", o lakaat an holl da vezañ a-du gant interestoù politikel ar vroad evel priorelezh war an aozadur ekonomikel, hag a groue un doare kolektivizadur pe kumuniezhelouriezh muioc'h evit na oa un ekonomiezh sokialour. A-raok am vije eus ar strollad nazi, e oa bet ur strollad ledalaman broadelour hag enepyuzev Strollad al Labourerien Alaman (alamaneg: Deutsche Arbeiterpartei, berraet en DAP), hag a oa bet savet d'ar 5 a viz Genver 1919. E-penn kentañ ar bloavehzioù 1920 a oa bet adanvet Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman evit klask tapout labourerien eus an tu kleiz,[9] a renaming that Hitler initially objected to.[10] Ar Program Broadel Sokialour, pe "25 Poent", a oa bet votet e 1920, ur glav e oa evit sevel ur Reich unvan lec'h ma vije tennet keoderouriezh ar yuzevien kement hag ar re gant hendadoù yuzev, gant ivez un adaozadur eus dasparzh an douaroù ha broadeladur ul lod eus ar greanterezh. En Mein Kampf ("Va Stourm"), embannet e 1925–1926, Hitler a lak anat da dalvezout an enepyuvegezh hag enepkomunouriezh evel talvoudoù diazez eus e prederioù politikel kement hag un dismegañs feuls eus an demokratelezhioù, kinnig a re eñ ar Führerprinzip gantañ e penn pep tra, hag ivez e gredenn ez eo ur gwir da Alamagn da emledañ evit krouiñ un hollad douaroù bevañs pe lebensraum. Palioù Hitler a oa emled war-zu ar reter an tiriadoù alaman, trevadennerezh didruez Reter Europa, sevel un emglev gant Breizh-Veur hag Italia faskour a-enep an Unvaniezh soviedel.

Ar strollad nazi a oa deuet a-benn da zont da vezañ unan gant kalz harp voterien en dilennadegoù hollek evit ar Reichstag eus 1932, o lakaat anezhañ da vezañ ar strollad galloudusañ, met manket e oa bet dezho trawalc'h da gaout ar muianiver (37,3% d'an 31 a viz Gouhere 1932 ha 33,1% d'ar 6 a viz Du 1932). Dre ma ne oa ket a-du ar strolladoù politikel da gevredi evit sevel ur c'hevread gouarnamantel, Hitler a voe lakaet evel kañseller Alamagn d'an 30 a viz Genver 1933 gant ar prezidant Paul von Hindenburg dre harp ar broadelourien mirour a grede dezho e vije suj Hitler dezho gant e strollad. Dre implij dekredoù gwallreuz prezidantel gant Hindenburg ha kemmoù e Bonreizh Weimar a roe an tu d'ar c'habined da ren dre dekredoù nemetken, o tremen dreist Hindenburg hag ar Reichstag, an nazied o devoa savet ur Stad gant ur strollad politikel nemetken ha kroget gant ar Gleichschaltung.

Ar Sturmabteilung (SA) hag ar Schutzstaffel (SS) a oa aozadurioù dammsoudarded eus ar strollad nazi. Implijet e oa bet an SS gant Hitler evit spurjañ ar strollad eus an hiniennoù reveulzier hag a c'hoantae kemmoù sokial hag ekonomikel. E 1934 ha Nozvezh an hirgontilli, e oa bet lazhet betek un darn bras eus pennoù an SA. Goude marv ar prezidant Hindenburg d'an 2 a viz Eost 1934, ar galloud politikel a oa kreizennet etre daouarn Hitler ha deuet e oa da vezañ ar penn Stad kement hag ar penn d'ar gouarnamant. Deuet e oa da vezañ ar |Führer und Reichskanzler, o tlavezout "penn ha kañseller Alamagn" (gwelet amañ). Adalek ar mare-se, Hitler a oa deuet da vezañ diktatour un Alamagn nazi—brudet evel Trede Reich— hag evit ar yuzevien, enebourien politikel hag an holl dud gwelet evel "strobus" e oant bet lakaet a-gostez, toullbac'het pe lazhet. E-kerzh an Eil brezel-bed, milionoù a dud gant div drederenn eus poblañs yuzev Europa a voe lazhadeget en ur gouennlazh deuet da vezañ brudet evel al Loskaberzh. Goude koll Alamagn en Eil brezel-bed ha dizoloadenn al Loskaberzh a-bezh, an ideologiezh nazi a oa bet berzet. Hiziv eo gwelet an ideologiezh-se evel unan fallakr, gant un nebeut tud nemetken e strolladoù gouennelour, ar re-se graet eus outo neveznazied, hag a heuil c'hoazh selloù ar vroadelouriezh sokialour. Implij an arouezioù nazi a zo difennet dre al lezenn en darn broioù Europa dreist-holl en Alamagn hag Aostria.

Diazezet e oa ideologiezh an NSDAP war ar poentoù-mañ :

  • Blut und Boden ("gwad ha douar") : gouennelouriezh hag aloubiñ broioù amezek ;
  • Volksgemeinschaft ("Kumuniezh ar bobl a-bezh") : lakaat fin dre nerzh d'an holl stourmoù politikel ha klasel ;
  • Rassenkampf ("Stourm gouennel" ): enepyuzevegezh hag enepslavegezh dreist-holl, koulz ha diouennañ an dud siet (Eutanaziezh T-4) hag an dud heñvelrevel.
  • Führerstaat ("Stad sturierezhel" ): diktatouriezh hollek un den, da lavarout eo Adolf Hitler.

Koulskoude e oa divizet ul lodenn vras eus politikerezh ar gouarnamant nazi en un doare ad hoc, hag alies a-walc'h e veze tabutoù hiniennel etre pennoù-bras an Trede Reich.

Levrlennadur

Notennoù ha daveennoù

  1. The political parties in the Weimar Republic.
  2. 2,0 ha2,1 Nazism
    (en)
    . “Nazism attempted to reconcile conservative, nationalist ideology with a socially radical doctrine.”
  3. Spielvogel, Jackson J. (2010) [1996] Hitler and Nazi Germany: A History New York: Routledge. p. 1 Patrom:Isbn Quote: "Nazism was only one, although the most important, of a number of similar-looking fascist movements in Europe between World War I and World War II."
  4. Orlow, Dietrick (2009) The Lure of Fascism in Western Europe: German Nazis, Dutch and French Fascists, 1933–1939 Londrez: Palgrave Macmillan, pp. 6–9. Patrom:Isbn.
  5. Eley, Geoff (2013) Nazism as Fascism: Violence, Ideology, and the Ground of Consent in Germany 1930–1945. New York: Routledge. Patrom:Isbn
  6. Kailitz, Steffen and Umland, Andreas (2017). "Why Fascists Took Over the Reichstag but Have Not captured the Kremlin: A Comparison of Weimar Germany and Post-Soviet Russia" Patrom:Webarchive. Nationalities Papers. 45 (2): 206–221.
  7. (2023) "15: The Nazis and the Slavs – Poles and Soviet Prisoners of War", The Cambridge World History of Genocide. Cambridge, United Kingdom : Cambridge University Press. 358, 359 p. DOI:10.1017/9781108767118. ISBN 978-1-108-48707-8. 
  8. Ramin Skibba (20 a viz Mae 2019). The Disturbing Resilience of Scientific Racism. Smithsonian.com.
  9. Mitcham, Samuel W. (1996). Why Hitler?: The Genesis of the Nazi Reich. Westport, Connecticut: Praeger. p. 68. (ISBN 978-0-275-95485-7)
  10. Konrad Heiden, "Les débuts du national-socialisme", Revue d'Allemagne, VII, No. 71 (Sept. 15, 1933), p. 821.