Nerzhioù lu Ukraina

Banniel Nerzhioù lu Ukraina
Skoed ardamez Nerzhioù lu Ukraina

Ar Zbroini syly Ukrainy (brezhoneg: nerzhioù lu Ukraina) eo hollad arme Ukraina. An nerzhioù diazez eo evit talañ rak un dagadenn a vefe sevenet a-enep Stad Ukraina. An holl nerzhioù-se gant re ar surentez zo dindan galloud prezidant ar vro.

Nerzhioù lu Ukraina zo savet gant meur a skourr: - An nerzhioù douar - Ar morlu - An aerlu - Nerzhioù nij-fiñv Morlu Ukraina en deus un droadegiezh vunut hag un nerzh nij. Goude ma voe taget ar vro e 2014 gant Rusia, ar prezidant en devoa roet urzh da sevel bezenoù emouestlidi dindan urzhioù ar gouarnamant evit harpañ an nerzhioù lu. Da gentañ holl e oant bet arc'hantaouet nebeut gant arc'hant rannvroel ha bet e oant bet arc'hantaouet dreist-holl gant roadennoù arc'hant. e miz Du 2014 darn ar vatailhonoù-se a oa bet kendeuzet en nerzhioù douarlu Ukraina. Ar Gward broadel ukrainat eo an adarmead d'an nerzhioù lu.

Goude ar stourmadennoù a-enep Rusia, Ukraina he doa kresket an nerzhioù lu betek tizhout 204 000 soudard (+46 000 trevour adarmead) e 2014, hep kontañ an nerzhioù a-eil evel Gwarded an harzoù (53 000), Gward broadel Ukraina nevez savet (60 000) pe ar servijoù surentez. E 2022 hollad nerzhioù lu Ukraina a zo 250 000 (215 000 soudard). An eil nerzh lu eo er rannvro goude Nerzhioù lu Rusia. Pal ar prezidant Volodimir Zelenskiy embannet e 2022 a oa tizhout un hollad a 350 000 er bloavezh 2025, en ur ehan gant ar c'hoñje ha lakaat e plas ur gourdoniñ berr met puilh.

Abaoe an 3 a viz Even 2016 eo bet aotreet ar maouezed da servij en nerzhioù lu stourm.

Plas ar maouezed

Dre an urzh Niverenn 292 embannet gant Ministrerezh an difenn e oa bet aotreet ar maouezed da servij en unvezioù-stourm.

Hervez sifroù Ministrerezh difenn Ukraina, e miz Even 2016 e oa 49 500 maouez er servij pe o labourat evit an nerzhioù lu. Ouzhpenn 17 000 a oa soudardezed, gant 2000 anezho o vezañ ofiserezed. E 2020, 58 000 maouez a zo er servij en Ukraina.

Soudardezed Ukraina o tibunañ evit lidañ Devezh an dieubidigezh e 2018