Nine Inch Nails

Sonadeg Nine Inch Nails d'an 31/03/05.

Nine Inch Nails, anavezet ivez dre NIИ, a zo ur strollad indus Metal krouet e 1988 gant Trent Reznor. Unan eus perzhioù ar strollad a zo bezañ graet hag implijet leun a zoareoù sonerezh (synth pop, metal, electronica...) evit ober ur son dibar en deus bet ul levezon bras-kenañ war strolladoù a erruo er bloavezhiou 1990 (Rammstein, Marilyn Manson, Stabbing Westward...). Nine Inch Nails a zo brudet ivez evit bezañ lakaet ar sonerezh indus da vezañ anavezet gwelloc'h.

Sonerien ar strollad

Nine Inch Nails a zo kentoc'h raktres solo Trent Reznor eget ur strollad gwirion: skrivañ a ra-eñ ar c'homzoù, ar sonerezh, seniñ a ra kement benveg, enrollañ ha meskañ a ra an albomoù e studio. Met ur bern sonerien a zo bet er strollad evit ar sonadegoù pe evit an enrolladennoù:

Taboulinerien:

  • Josh freese (bepred er strollad).
  • Alex Carapetis (erlec'hier etre Gwengolo ha Kerzu e 2005).
  • Jerome Dillon (1999-2002 ha 2004-2005).
  • Stephen Perkins (labouret en deus war The Downward Spiral).
  • Bill Rieflin (labouret en deus war The Fragile).
  • Chris Vrenna (1987-1990 ha 1992-1996).
  • Jeff Ward (1991).
  • Dave Grohl (labouret en deus war With Teeth).

Touchennaouegerien

  • Alessandro Cortini (abaoe an droiad With Teeth betek bremañ).
  • Charlie Clouser (1995-2002).
  • Mike Garson (labouret en deus war The Fragile).
  • David Haynes.
  • Lee Mars (troiad Pretty Hate Machine).
  • James Wooley (1991-1995).

Sonerien Gitar

  • Aaron North (abaoe an droiad With Teeth betek bremañ).
  • Adrian Belew (labouret en deus war The Downward Spiral ha war The Fragile).
  • Robin Finck (1993-1995 ha 1999-2000).
  • Page Hamilton (labouret en deus war The Fragile).
  • Richard Patrick (1989-1993).

Gitar bout

  • Jeordie white, anvet ivez dindan al lesanv Twiggy Ramirez, soner gitar boud Marilyn Manson.
  • Danny Lohner (1992-1997 ha 1999-2002, seniñ a ra ivez gitar ha touchennaoueg).

Etimologiezh

  • Axcess magazine en devoa aterset Trent goude bezañ lakaet er-maez The Downward Spiral e 1994. Goulennet e oa bet digantañ eus pelec'h e teue an anv-mañ, ha setu ar pezh en doa respontet:

"N'ouzon ket m' ho peus klasket soñjal e anv ur strollad, met soñjal a rez tamm-pe-damm kaout unan dispac'h, sellout a rez dioutañ an deiz war-lerc'h ha nul eo. Bez e oa ganin tro-dro 200. Nine Inch Nails en deus tremenet test eus an 2 sizhunvezh, seblantout a rae dispar, en un doare grafikel hag aes da ziverrañ. N'en doa rezont ebet literal. Seblantout a ra bezañ spontus. Kalet ha gour! Ur gwallhuñvre eo reiñ un anv d'ur strollad."

  • Nine Inch Nails ha dalvezfe tach pe ivin 9 biz-meud (war-dro 22 cm). Gallout a rafe bezañ urn dave d'an tachoù en deus kroaz-krouget Jezuz Christ; an tachoù-mañ a zo implijet ivez evit serriñ ar sarkofaj.

Pladennoù

Man Or Machine

"Nine Inch Nails is Rent Reznor": ar frazenn-mañ skrivet e levrig an albom Pretty Hate Machine a ziskouez splann eo bet graet an albom gant Trent e-unan. Ur wech bezañ krouet ar strollad e 1987, sinañ a reas buan e TVT Records e-lec'h ma'z aio er-maez Pretty Hate Machine e 1989, ur bladenn kentoc'h indus ha na anavezo nemet brud adalek 1991 pa grogas Trent (gant e sonerien ha mignoned a son e NIN) an droiad Lollapalooza.