Ostaleri
Un ostaleri (a-wezhioù ostaliri pe ostalidi hag un nebeud gerioù damheñvelster : tavarn, kafedi, bar zo ur lec'h ma vez gwerzhet diedoù alkoolek pe evajoù dialkool, met servijet e vez kafe hag evajoù tomm all ivez.
Ar pratikoù a ya di da evañ ur banne pe vuioc'h, ouzh ar c'hontouer pe ouzh taol, alies gant tud all evel mignoned pe kenlabourerien. Gallout a reont ivez lenn ar gazetenn, c'hoari da c'hoarioù a bep seurt evel ar biroùigoù, dañsal, hag all. Pep ostaleri he deus he aergelc'h dezhi. A-wezhioù e vez gwerzet meuzioù simpl pe geginet mat. Rouesoc'h e vez kinniget un nebeud lojeiz. Perc'henn pe atebeg un ostaleri a zo un ostiz hag an tavarnour a ra war-dro un davarn pe un ostaleri[1]. Ur mevel eo an den a vez implijet evit ober ar servij ha ar vatezh ar vaouez a ra memestra.
Troiennoù-lavar : "traod bank an ostaleri", "piler an davarn" a lesanver un den a dremen kalz eus e amzer en un ti-evañ[2].
Gerioù kevatal ha gerdarzh
Meur a c'her a vez implijet e brezhoneg evit envel al lec'hioù boutin-se a gaver kazi e pep bro e-lec'h ma vez annezioù tolpet.
Er C'hatholicon e kaver ar penngerioù "Osteleri" ha "Tauarn" hag ne vez ket bet gwelet kafedi a-raok 141[3]. E geriadur Emgleo Breiz-Garnier[4] e kaver ti-kafe. Implijet e vez ar ger hollek ti-evañ ivez
Un dameilenn eus ar ger gallek "hostellerie" evel ma oa distaget er Grennamzer[5] eo ha tavarn a zeu eus al latin taberna dre ar c'herneveg tavern pe ar c'hembraeg tafarn<ref>Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton…'.
Istor
Gwerzhañ boued ha diedoù en ul lec'h ma vez kalz a dud o paseal e tal dezhañ a zo bet graet abaoe ma 'z eus hentoù bras ha straedoù darempredet. Er gerioù ez eus bet muioc'h anezho atav.
Anavezet mat eo an thermopolium a veze savet e straedoù-kêr zo e Italia an Henroma. Prientet e veze ar boued e-barzh añforennoù ha listri bras. An taberna a veze gwerzhet kalz a draoù enni a c'hell kinnig boued ha diedoù d'e bratikoù.
Levrlennadur
- Lennegezh
- Gwillou Kergourlez, Bitekle pe war hent ar baradoz. E-barzh Brud Nevez, niv. 22, C'hwevrer 1979. Pez-c'hoari.
- Herve Bihan, Tavarn San Froilan. E-barzh Al Liamm, niv. 318, 2000. Danevell.
- Mark Kerrain, Ostiz!. E-barzh dastumad Parkadoù sivi da viken, Sav Heol, 2016. Adembannet e niv. 420 Al Liamm. Kanouenn.
- Anton Châtelier, Tavarn An Olifant. E-barzh Al Liamm, niv. 432, 2019. Danevell.
- Daveoù
- Sylvain Bertrand & Yann Lestréhan, Bistrots, rades, comptoirs : récits d'un tour de Bretagne, Goater, 2015. (ISBN 9782918647522)
- Pascal Le Liboux, Bistrot Breizh : Le tour de Bretagne des vieux cafés à vélo. 3 levrenn, 2017.
Pennadoù nes
- leti
- otel
- preti
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Tavarnour hag ostaleri a vez gwelet e pezh-c'hoari Gwilhou Kergourlez, Bitekle : war hent ar Baradoz.
- ↑ Glosbe troidigezh c'hallek eus tavarn., Tavarn.
- ↑ Arvor, 1941, hervez Devri, met e voe implijet abretoc'h, e 1938, gant [www.bibliotheque.idbe-bzh.org › data › cle_91 › Breiz_Atao_1938 Breiz Atao e 1938], da skouer.
- ↑ Dictionnaire breton, Garnier, 1986. (ISBN 2737002532)
- ↑ Albert Deshayes, Dictionnaire étymologique du breton, Chasse-marée, 2003. (ISBN 2914208253)