Ourthe (departamant)
An Ourthe zo un departamant gall a voe savet e Belgia dreist-holl, hag diwar daou ganton eus Alamagn ivez, d'ar 1añ a viz Here 1795 ha diskaret e 1814. Kêr Liège e oa ar pennlec'h anezhañ. Dre vras e klot gant Proviñs Liège hiriv.
Anv
Dont a ra an anv eus hini ar stêr Ourthe. Skrivet e veze pe Ourthe pe Ourte; hiriv Ourthe hepken.

Arondisamantoù ha kantonioù
- Pennlec'hioù kantonioù Arondisamant Liège : Dalhem, Fléron, Glons, Herve, Hollogne, Liège, Louveigné, Seraing ha Waremme.
- Pennlec'hioù kantonioù Arondisamant Huy : Avennes, Bodegnée, Ferrières, Héron, Huy, Landen ha Nandrin.
- Pennlec'hioù kantonioù Arondisamant Malmedy : Aubel, Eupen, Kronenburg (bremañ en Alamagn), Limbourg, Malmedy, Saint-Vith, Schleiden (bremañ en Alamagn), Spa, Stavelot, Verviers ha Vielsalm.