Pabo Post Prydain

Pabo Post Prydain (Pabo Piler Preden) a oa roue war dro 500 -525, un tu bennak en Hanternoz Kozh Enez Vreizh.
Peninoù
Krediñ a ra da lod istorourien e oa roue er Peninoù pe war-dro Papcastle e Cumberland (a zo Cumbria bremañ)
Hervez a ouzer eus lignezoù meur Kembre, e voe roue war-lerc'h e dad Arthwys ap Mor, ur gourvab da'r roue Coel Hen Rannañ a reas e rouantelezh etre e zaou vab;
- da Sawyl Penuchel e roas Rouantelezh ar Pek e su ar Peninoù,
- d'e vab Dunod Fawr e roas rouantelezh Dunoting en hanternoz.
Marteze eo an hevelep den ha Sant Pabo a voe beziet e Llanbabo en Enez Mon. Neuze e vije en em dennet eus e garg ar roue war an diwezhadoù.