Pag
![Porzh Pag](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/88/Pag_-_promenade.jpg/250px-Pag_-_promenade.jpg)
Pag (Pagus e latin, Pago en italianeg, Baag en alamaneg) zo un enezenn e Kroatia, war aod Mor Adria. Ar pempvet enezenn vrasañ eo en arvor Kroatia, p’en em astenn a-hed 58 km. E 2001 e oa annezet gant 7 969 a dud. Div gêr zo en enezenn, Pag ha Novalja, ha meur a geriadenn vihan. Lodenn greisteiz an enezenn, gant kêr Pag zo e kontelezh Zadar, tra m’emañ an hanternoz e kontelezh Lika-Senj.
Pouezus eo ar pesketaerezh hag an touristerezh. Dastum a reer holen hag ober a reer gwin en enezenn.