Panda bras

Panda bras


Chalus (VU)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Ursidae
Genad : Ailuropoda
Anv skiantel
Ailuropoda melanoleuca
(David, 1869)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Ar panda bras (Ailuropoda melanoleuca) a zo un arzh eus kreiz ha mervent Sina.

Daoust dezhañ bezañ renket en urzhiad Carnivora (kigdebrerien) en em vag ar panda diwar bambouz dreist-holl.

Rummatadur

Ar spesad nemetañ eus ar genad Ailuropoda eo. Daou isspesad a zo: Ailuropoda m. melanoleuca hag Ailuropoda m. qinlingensis.

Annez

Tiriad ar panda bras

Ar pandaed evel kannaded Sina

Meur a wezh en hec'h Istor he deus ar Stad sinaat implijet he fandaed evel binvioù diplomatek[1].

  • E 1957 e profas ur panda anvet Ping-Ping d'an URSS ; Ping-Ping e voe ar panda kentañ a guitaas Sina gant ar statud a brof diplomatek neuze. E 1959 e voe kaset ur bandaez, An-An, da vevañ gant Ping-Ping e zoo Moskov.
  • E 1965 e voe profet pemp panda da ziazezer Korea an Norzh, Kim Il Sung, a-benn startaat al liammoù etre an div Stad komunour.
  • E 1972, pa voe Richard Nixon ar prezidant amerikan kentañ oc'h ober ur weladenn ofisiel da Sina, e voe profet Ling-Ling ha Hsing-Hsing da zoo Washington D.C..
  • Bloaz war-lerc'h, e 1973, e voe roet daou banda da Vro-C'hall goude gweladenn ofisiel he frezidant Georges Pompidou e Beijing ; e 1974 e varvas Li-Li, pa vevas Yan-Yan betek 2000.
  • E 2008 ez asantas Ma Ying-jeou, prezidant Republik Sina (Taiwan), degemer daou banda digant Sina goude ma voe tommet an darempredoù etre an div Stad ; nac'het e oa bet ar prof gant e gentad Chen Shui-bian e 2006.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:

Daveoù

  1. Time, vol. 183, no. 16 / 2014, 28/04/2014, pp. 8-9 (en)