Pen-y-bont ar Ogwr (sir)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/4/4a/WalesBridgend.png)
Pen-y-bont ar Ogwr zo bwrdeistref sirol, a zo kement ha kontelezh, e kreisteiz Kembre, en-dro da gêr Pen-y-bont ar Ogwr. Gwechall e oa e kontelezh Morgannwg.
Heñvel eo kontelezh hiziv ouzh meurgêr Ogwr n'eus ket keit-se. En dro dezhi emañ kontelezh Castell-nedd Port Talbot er c'huzh-heol, Rhondda Cynon Taf er reter, ha Bro Morgannwg er c'hreisteiz.
En hanternoz emañ saonennoù Llynfi, Garw hag Ogwr.
Kêrioù
- Pen-y-bont ar Ogwr
- Maesteg
- Y Pîl
- Pencoed
- Porthcawl
- Pontycymer
- Cwm Ogwr
Kestell
- Castell Coity
- Castell Newydd
Stêrioù
- Afon Cynffig
- Stêr Ogwr
- Stêr Ewenni
- Afon Garw
- Afon Llynfi
Menezioù
- Y Werfa, 568m
- Mynydd Caerau, 555m
- Mynydd y Gaer, 295m
- Mynydd Baedan, 251m
Emlazhioù yaouankizoù
Sachet e voe evezh ar stlenn war ar gontelezh-mañ e 2007-2008 abalamour da niver bras-souezhus emlazhioù yaouankizoù : etre miz C'hwevrer 2007 ha miz Eost 2008 eo 24 a dud yaouank a oa en em lazhet, ha hervez ar polis ne oa liamm ebet etreze.
Pennad kar
|
Keodedoù, Bwrdeistrefi sirol ha kontelezhioù abaoe 1996 (22 anezho)
Ar c'hontelezhioù etre 1974 ha 1996 (8 anezho)
Ar c'hontelezhioù istorel, a-raok o c'hempenn e 1974 (13 anezho)