Piran
Tennañ a ra ar pennad-mañ da Sant Piran, paeron Kernev-Veur. Evit sterioù all, sellit ouzh Piran (disheñvelout).
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/ac/StPiran.png/300px-StPiran.png)
Sant Piran, pe Pêran, pe Perran, zo anv ur manac'h deuet eus Enez Vreizh er VIvet kantved, hag a oa bet desket e manati Llanilltud Fawr e Kembre.
Marteze eus Iwerzhon
Tud zo a lavar e teue eus Iwerzhon, hag ez eo ar memes anv sant evel an Iwerzhonad Ciarán eus Saighir. Arguzennoù zo : Iwerzhoniz arall zo bet tremenet dre Llanilltud ha klotañ a ra ar son /p/ predenek gant ar son /c/ gouezelek, met n'eus ket emglev etre an arbennigourion rak ur chapel sant Piran zo bet e Kerdiz, ha kement-se a brouje e oa Kembread, hervez un istorour. Re all a wel ur sant Ciarán all.
Sant paeron
Sant paeron ar vengleuzerien eo Piran. Hini Kernev-Veur eo hiziv ivez, goude ma vez roet an titl-se da sant Mikael ha sant Petroc kenkoulz all.
D'ar 5 a viz Meurzh e vez goueliet ar sant, un devezh a bouez e Kernev-Veur, ha bannieloù sant Piran, ar banniel broadel, a vez gwelet a-leizh er vro en deiz-se.
Anvioù lec'hioù
E anv a gaver
- e Porthpyran (Porzh-Piran en brezhoneg) en Kernev-Veur, e saozneg Perranporth
- e Perranzabulo ur gêriadennig eus, ma voe savet e vanati, Lanpiran, gantañ, a-hervez,
- e parrez Sant-Pêran en Il-ha-Gwilun.
Banniel Sant Piran
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b8/Flag_of_Cornwall.svg/150px-Flag_of_Cornwall.svg.png)
Banniel Sant Piran eo Banniel Kernev-Veur, gant kroaz sant Piran warnañ, ur groaz wenn e-kreiz ur banniel du, damheñvel ouzh banniel Breizh kozh, a oa gwenn gant ur groaz du.
Mojennoù
Meur a vojenn a vez kontet diwar-benn ar sant.
- Hervez homañ e varvas Piran pa gouezhas en ur puñs goude ur c'horfad, ken mezv e oa. Ma vez lavaret hiziv c'hoazh: "ken mezv evel ur Piraner". Tud zo a garfe ober anezhañ sant paeron al lonkerien ivez.
Liammoù diavaez
- Early British Kingdoms: St. Piran, Abbot of Lanpiran
- St. Piran: Keeping the Faith
- St Piran's holiday
- St. Piran's events
- St. Piran's celebrations
- St. Piran's Day in Truro
- The Cornish Gorseth
- St. Piran's Oratory - Morley B Collins, 1910
- St Piran Trust website
|