Proviñs
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur pennad Provins zo ivez.
Ar proviñsoù zo rannoù melestradurel ur vro, pe ur stad. Graet e vez gant an anv-se e meur a vro abaoe amzer an impalaeriezh roman. "Provincia" zo ur ger latin hag a dalv kement ha "bro trec'het". Eus ar ger-se e teu an anv Provañs.
Brezhoneg
- Meneget eo ar ger proviñs (prouincc) e Catholicon Jehan Lagadeuc e 1499.
- E Geriadur Gregor eo ur ger benel e 1732: ar brovinçz eus a vreiz-arvoricq.
- N'en kaver ket e Geriadur Vallée e 1931, met meur a skouer all a zo roet e Geriadur istorel ar brezhoneg, hag unan anezhe: ar peder proviñs, tennet eus Doctrinal an Christenien, e 1680, gant ur "fazi" diwar-benn ar c'hemmadur, rak ne oa ket mestroniet mat c'hoazh reolennoù nevez an Tad Maner (1659) diwar-benn ar c'hemmadurioù[1],
- Lakaet eo da anv-kadarn benel e Geriadur Hemon-Huon (1978, 2005), ha gourel evit ar wech kentañ e Geriadur an Here e 2001. N'ouzer ket war betra eo diazezet an dibab nevez-se.
Istor
- Rannet e oa an Impalaeriezh roman e proviñsoù, gwelout proviñsoù roman
- Rannet e oa Bro-C'hall, a-raok 1790, bloavezh krouidigezh an departamantoù, e proviñsoù, ha Breizh a oa unan anezho.
- Gwelout proviñsoù Bro-C'hall.
Broioù rannet e proviñsoù hiriv
Sellout ouzh ar pennadoù:
- proviñsoù Arc'hantina
- proviñsoù Belgia
- proviñsoù ar Filipinez
- Proviñsoù Gabon
- proviñsoù Iran
- proviñsoù Italia
- proviñsoù an Izelvroioù
- proviñsoù Japan
- proviñsoù Kaledonia-Nevez
- proviñsoù Kanada
- Proviñsoù Korea
- proviñsoù Kuba
- proviñsoù Laos
- proviñsoù Perou
- proviñsoù Rusia
- proviñsoù Savoia
- proviñsoù Spagn
- proviñsoù istorel Sveden
- proviñsoù Tailand;
- proviñsoù Viêt Nam.
Boaz gall
N'eus ket proviñsoù ken e Bro-C'hall abaoe 1790 eta. Met implijet e vez ar ger proviñs e galleg gant tud Pariz evit komz eus ar vro e-maez Pariz, en un doare dismegañsus peurvuiañ.
Pennadoù kar dre ar ster
Notennoù ha daveoù
- ↑ Tud zo ne gavont ket reizh ar skouer-mañ, pa c'hortozjent ur c'hemmadur bennak goude ar ger "peder", met ne vez ket skrivet an holl gemmadurioù er skrid (E vaen e hano na toui ... ar guentel quenta ... ). Sed amañ un displegadenn: kemmet e oa bet ar skritur e 1659 gant an Tad Maner, nevez-krog da skrivañ ar c'hemmadurioù, met ne oa ket gwall ampart an holl war ar reolennoù nevez. Ha sed ali personel Roparz Hemon e rakskrid gallek e embannadenn:" Sur ce point l'auteur ... n'a pas toujours suivi la réforme, car il oublie souvent d'écrire les mutations, probablement par manque d'habitude".