Regezer

Regezer
Iskevrennad euscooking appliance Kemmañ
Implijgrilling, barbecue Kemmañ
Item operatedBer, grilh Kemmañ
Source of energysolid fuel, flammable gas, electrical energy Kemmañ
A implijhot Kemmañ
Kig oan o krilhañ a-us regez tomm.
Ur regezer breizhveuriat gant eskell kig yar hiliadennet, maiz ha beriadigoù legumaj.

Ar regezer zo ur benveg poazhañ, implijet en diavaez an aliesañ. Poazhet e vez ar boued gant ur c'hrilh lakaet a-us regez koad pe c'hlaou koad lakaet er regezer. A bep seurt boued a c'haller poazhañ : pesked, legumaj, ha kig dreist-holl. Grilhet e vez ar peurliesañ, an doare buanañ d'e boazhañ, met pellaet e c'hall bezañ eus ar vammenn dommder evit e vogediñ pe e rostañ.

Graet e vez gant ar regezer pa vez tud kouviet er gêr pe d'ur fest bennak, pe pa vezer o kampiñ. Gallout a reer bezañ ar regezer en ul liorzh, en ur park, en natur, en dachenn-gampiñ, hag all.

D'e enaouiñ a c'haller ober gant paper pe ur produ entaner liñvel, e brikennigoù, e gel pe e toaz.

Boued regezet an aliesañ

Spisoù, hiliennoù hag eoulioù a bep seurt a c'hall bezañ lakaet ouzhpenn.

Ar regezer er bed

Ar regezer zo ur benveg ordin en un niver bras a vroioù er bed, da skouer :

  • e Roumania e vez debret mititei grilhet war ar gratar,
  • en Iran ha broioù bet en Unvaniezh Soviedel e tebrer beradigoù kig anvet chachlik,
  • e Suafrika eo boas an dud d'en em vodañ dro-tro d'ar braai evit grilhañ kig ha silzig dreist-holl,
  • en Amerika a-bezh, anvet ar barbecue (pe BBQ) e saozneg, hag e kastilhaneg ar churrasco, an asado...
  • en Azia : Indonezia, Sina, ar broioù arab...
  • en Aostralia eo ur "sport broadel".

Gwelet ivez

  • Ber
  • Mechoui
  • Kebab