1896: savet e voe kumun nevez Rejet-de-Beaulieu diwar ul lodenn eus tiriad kumun Catillon.
XXvet kantved
Brezel-bed kentañ: distrujoù bras (an iliz katolik, ar skol, tiez hag atantoù) abalamour da dagadenn luioù ar C'hommonwealth (2nd Battalion Royal Sussex Regiment, gant skoazell 409th Field Company Royal Engineers ha 1st Australian Tunneling Company) a-enep d'an Alamaned d'ar 4 a viz Du1918 evit treuziñ ar ganol Sambre-Oise[1].
Eil brezel-bed: e miz Mae1940 eo difennet Rejet-de-Beaulieu gant Tennataerien Maroko.
Monumantoù ha traoù heverk
Iliz katolik Saint Hubert, 1879, adsavet e 1927-1929.
Monumant d'ar 2nd Battalion Royal Sussex Regiment.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun: Rejet-de-Beaulieu Communal Cemetery
Implijet e voe bered ar gumun adalek an 9 a viz Here betek 19 a viz Du1918. An darn vrasañ eus ar soudarded beziet enni a oa eus an unanadoù a gemeras perzh en emgann evit treuziñ ar ganol d'ar 4 a viz Du1918: ar 2nd Battalion Royal Sussex Regiment hag ar 409th Field Company Royal Engineers eus ar Rouantelezh-Unanet hag ar 1st Australian Tunneling Company eus lu Aostralia[2].
Armerzh
Douaroniezh
Skluz Bois de l'Abbaye
War lez ar ganol Sambre-Oise emañ Rejet-de-Beaulieu.