René Pleven

Evit sterioù all ar ger Pleven, gwelit ar pennad Pleven (disheñvelout)

1943

René Pleven, ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1901 e Roazhon ha marvet d'an 13 a viz Genver 1993 e Pariz, a oa ur politikour breizhat ha gall.

Buhez

Bet eo gant Charles de Gaulle e Londrez e miz Mezheven 1940 hag e 1958 en doa votet ar galloudoù leun dezhañ.

Kannad Aodoù-an-Arvor, e pastell-vro Dinan, eo bet etre 1945 ha 1969. Da gentañ en UDSR (a oa strollad François Mitterrand ivez) a voe ar prezidant anezhi eus 1946 da 1953, ha goude dindan livioù strolladoù eus ar c'hreiz.

E penn Kuzul ar Vinistred e oa e miz Gouere 1950, gant harp strolladoù an Trede Tu. Kinnig a reas raktres Kumuniezh Europa an Difenn dirak ar gannaded.

E 1951 e voe unan eus kensaverien ar CELIB a voe e brezidant betek 1972.

Harpañ a reas Georges Pompidou e 1969 hag anvet e voe da Vinistr ar Justis etre 1969 ha 1973, dindan Jacques Chaban-Delmas ha Pierre Messmer.

E 1973 e voe trec'het gant Charles Josselin, war-bouez 51 vouezh.

Kentañ prezidant Desavadur Publik rannvroel Breizh e voe e 1974.

Krouet eo bet ar Petit Bleu des Côtes-du-Nord gantañ, ha renet gantañ e-pad 30 vloaz.

Gouarnamantoù Pleven

Div wech eo bet René Pleven e penn gouarnamant ar Pevare Republik C'hall.

Kentañ gouarnamant (12 a viz Gouhere 1950 - 10 a viz Meurzh 1951)

  • René Pleven - Prezidant ar C'huzul
  • Robert Schuman - Ministr an Diavaez
  • Guy Mollet - Ministr evit Kuzul Europa
  • Jules Moch - Ministr an Difenn Broadel
  • Henri Queuille - Ministr an Diabarzh
  • Maurice Petsche -
  • Edgar Faure
  • Jean-Marie Louvel -
  • Paul Bacon -
  • René Mayer -
  • Gaston Defferre - Ministr ar Verdeadurezh a Genwerzh, a vo maer Marseille
  • Pierre-Olivier Lapie - Ministr an Deskadurezh Vroadel
  • Louis Jacquinot -
  • Pierre Pflimlin - Ministr al Labour-Douar
  • François Mitterrand - Ministr Bro-C'hall Tramor
  • Antoine Pinay -
  • Pierre Schneiter -
  • Eugène Claudius-Petit -
  • Charles Brune - Ministr ar Post
  • Albert Gazier -
  • Jean Letourneau -
  • Paul Giacobbi -

Eil Gouarnamant (11 aviz Eost 1951 - 20 a viz Genver 1952)

  • René Pleven -
  • Georges Bidault -
  • René Mayer -
  • Robert Schuman -
  • Charles Brune -
  • Pierre Courant -
  • Jean-Marie Louvel -
  • Paul Bacon -
  • Edgar Faure -
  • André Morice - Ministr ar Verdeadurezh a Genwerzh, a vo maer Naoned
  • André Marie -
  • Emmanuel Temple -
  • Paul Antier -
  • Louis Jacquinot -
  • Antoine Pinay -
  • Paul Ribeyre -
  • Eugène Claudius-Petit -
  • Joseph Laniel -
  • Robert Buron - Ministr ar C'helaouiñ, a vo maer Laval
  • Pierre Pflimlin -
  • Jean Letourneau -
  • Maurice Petsche -
  • Henri Queuille -

A bep seurt