Richborough

Richborough (distaget ˈrɪtʃbrə pe ˈrɪtʃbərə e saozneg) zo ur gêriadenn e reter kontelezh Kent, e Bro-Saoz, en hanternoz da Sandwich. Tost eo Richborough da Enez Thanet.
Pellik emañ Richborough diouzh ar mor bremañ, met en Henamzer e oa war an aod, er c'hreisteiz d'ar vrec'h-vor a zispartie Enez Thanet diouzh an douar-bras.
Istor
Rutupiae pe Portus Ritupis a oa ur c'hreñvlec'h meur gant ar Romaned e Kent, savet ganto goude aloubadeg Enez Vreizh e -43. Penngarter al Legio II Augusta e oa.