Robert E. Lee
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika, Stadoù-Unanet |
Lealded | Stadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Edward Lee |
Anv ganedigezh | Robert Edward Lee |
Anv-bihan | Robert, Edward |
Anv-familh | Lee |
Deiziad ganedigezh | 19 Gen 1807 |
Lec'h ganedigezh | Stratford Hall |
Deiziad ar marv | 12 Her 1870 |
Lec'h ar marv | Lexington |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | Tanijenn skevent |
Lec'h douaridigezh | Lee Chapel |
Tad | Henry Lee III |
Mamm | Anne Hill Carter Lee |
Breur pe c'hoar | Henry Lee IV, Sydney Smith Lee |
Pried | Mary Anna Custis Lee |
Kar | Henry Lee II, George Washington Parke Custis, Mary Lee Fitzhugh Custis, Samuel Phillips Lee, Zachary Taylor |
Familh | Lee family |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | ofiser, milour, army officer |
Implijer | Washington and Lee University |
Karg | General in Chief of the Armies of the Confederate States, Superintendent of the United States Military Academy |
Bet war ar studi e | United States Military Academy |
Deroù ar prantad labour | 1829 |
Relijion | Episcopal Church |
Last words | Tell Hill he must come up!, Strike the tent! |
Grad milourel | General in Chief |
Commander of (DEPRECATED) | Army of Northern Virginia |
Brezel | Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
Korf an arme | Lu Stadoù Kengevreet Amerika, United States Army |
Diellaouet gant | Louis Round Wilson Library, Stuart A. Rose Manuscript, Archives, and Rare Book Library |
Perc'henn war | Traveller |
Mount | Traveller |
Teuliad arzour e | Smithsonian American Art and Portrait Gallery Library |
Robert Edward Lee, bet ganet d'an 19 a viz C'hwevrer 1807 e Stratford Hall hag aet da anaon d'an 12 a viz Here 1870 e Lexington a oa unan a jeneraled Stadoù Kengevreet Amerika. Bez' e oa e penn Lu Virginia an Hanternoz e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, ha gwelet eo c’hoazh hiriv an deiz evel unan eus gwellañ jeneraled a zo bet ar Stadoù-Unanet .
Bet diplomet e Westpoint, e oa bet ofisour da vare ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1840. Dre ma oa chomet mestr war an dachenn-emgann e eil emgann Bull Run (1862), e Fredericksburg (1862), e Chancellorsville (1863), etc, ha daoust ma voe bet trec’het en emgann Gettysburg (1863), e voe anvet da bennjeneral armeoù ar C'hengevread e dibenn ar brezel. Dav e voe dezhañ avat en em zaskoriñ war-lerc’h bout bet trec’het en emgann Appomattox e 1865.
Yaouankiz
Robert Edward Lee a oa bet ganet e Stratford Hall Plantation er Westmoreland County, e Virginia. An tad a oa ar Major jeneral Henry Lee III (Light Horse Harry) (1756–1818), Gouarnour Virginia, ar vamm a oa eil gwreg ar jeneral, Anne Hill Carter (1773–1829). Deiziad ar ganedigezh a vez lakaet d'an 19 a viz Genver 1807. En gwirionez, hervez an istorourez Elizabeth Brown Pryor, "Lee's writings indicate he may have been born the previous year." ("Skridoù Lee a lak war-raok e vefe bet ganet bloaz a-raok").
Unan eus hendadoù Lee a oa Henry Lee I, unan eus trevadennerien bennañ Virginia a orin saoz.
Dezrevell emgannoù Lee e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika
Da heul e vo kavet un dezrevell eus an emgannoù a welas ar jeneral Lee e-penn nerzhioù ar Su engouestlet :[1]
Emgann | Deiziad | Disoc'h | Enebour | Nerzhioù ar C'hengevread | Nerzhioù an Union Army | Kolloù ar C'hengevread | Kolloù an Unaniezh | Notennoù |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Cheat Mountain | Gwengolo 11–13, 1861 | Koll | Reynolds | 5,000 | 3,000 | ~90 | 88 | Kentañ emgann Lee e-pad ar Brezel diabarzh. Burutellet kreñv, Lee a voe lesanvet "Granny Lee" (Lee kozh). Lee a voe kaset goude-se d'ober war-dro ar sevel difennoù kêrioù[2]. |
Seven Days | Even 25 – Gouhere 1, 1862 | Trec'h
|
McClellan | 95,000 | 91,000 | 20,614 | 15,849 | Lee a voe en em dennet mat, chomet e oa e-penn an nerzhioù d'ar Su e-pad ar brezel dindan sujidigezh Jefferson Davis. Nerzhioù an Union Army a oa chomet e traoñ al ledenez hag e Fortress Monroe, a zeuas da vezañ lost al linenn tren dindan zouar, met ivez al lec'h evit ma c'hellfe terc'hout ar sklaved, biken ne zistroas ar sklaved erruet eno d'o perc'hennerien. |
Eil Manassas | Eost 28–30, 1862 | Trec'h | Pope | 49,000 | 76,000 | 9,197 | 16,054 | Nerzhioù an Unaniezh a gendalc'has gant krabanata Norzh Virginia |
South Mountain | Gwengolo 14, 1862 | Koll | McClellan | 18,000 | 28,000 | 2,685 | 1,813 | An nerzhioù kengevreet a goll douaroù kornôg Virginia a zaio da sevel West Virginia. |
Antietam | Gwengolo 16–18, 1862 | Koll | McClellan | 52,000 | 75,000 | 13,724 | 12,410 | Ar re Kengevreet a c'hwit ur chañs bras da vezañ anzavet gant broioù estren, Lincoln a gendalc'h gant bountañ war mennad dieubidigezh ar sklaved. |
Fredericksburg | Kerzu 11, 1862 | Trec'h | Burnside | 72,000 | 114,000 | 5,309 | 12,653 | Nerzhioù lu Lee a zo berr war an niver a soudarded hag an dafariñ, ar re Kengevreet a chom en o plas e su Rappahannock. Nerzhioù an Unaniezh na gillont ket eus Norzh Virginia. |
Chancellorsville | Mae 1, 1863 | Trec'h | Hooker | 57,000 | 105,000 | 12,764 | 16,792 | Nerzhioù an Unaniezh a gil evit kemer perzh e difennerezh Washington, DC. |
Gettysburg | Gouhere 1, 1863 | Koll | Meade | 75,000 | 83,000 | 23,231 –28,063 |
23,049 | Ar re Kengevreet a voe trec'het da geñver milourel met ivez ha dreist-holl speredel. Meade a voe burutellet dre ma oa chomet hep redek a-dreñv nerzhioù Lee. An emgann-se a voe brudet evel penn-kentañ fin ar C'hengevread[3]. Lee ne aloubo ket mui an Norzh goude an emgann drastus-se. Ar mennozh pennañ a vo gantañ betek fin ar brezel a vo difenn Richmond ha Petersburg ne ra forzh ar priz. |
Wilderness | Mae 5, 1864 | Etre | Grant | 61,000 | 102,000 | 11,400 | 18,400 | Trec'h kadoniezh Lee, Grant a gendalc'has gant e dagadenn, o enkelc'hiañ reter ha su o vont war-raok war-zu Richmond ha Petersburg |
Spotsylvania | Mae 12, 1864 | Etre[4] | Grant | 52,000 | 100,000 | 12,000 | 18,000 | Ne oa ket deuet a-benn Grant da drec'hiñ an difennerezh kevredet, kenderc'hel a ra memestra gant e dagadenn. War-zu Richmond ha Petersburg e kendalc'h. |
Cold Harbor | Even 1, 1864 | Trec'h | Grant | 62,000 | 108,000 | 2,500 | 12,000 | Grant a c'hell kenderc'hel gant e dagadenn, en desped da-se, Grant a lar eus ar Cold Harbor assault gant ar gerioù "greatest regret" eus ar brezel diabarzh en e skrid-buhez. |
Fussell's Mill | Eost 14, 1864 | Trec'h | Hancock | 20,000 | 28,000 | 1,700 | 2,901 | Lu an Unaniezh a glask terriñ difennerezh kevredet Richmond, kêrbenn ar Stadoù Kengevreet |
Appomattox Campaign | Meurzh 29, 1865 | Koll peurglok | Grant | 50,000 | 113,000 | Mamenn ebet | 10,780 | Ar jeneral Robert E. Lee a zaskor e nerzhioù da re ar jeneral Ulysses S. Grant[5]. Goude ma vefe kodianet nerzhioù Lee da Grant hennezh a ro pourvezhioù dreist-holl boued da soudarded ar Su a oa o vervel gant an naon hag ar c'hleñvedoù. Goude-se e voe tennet o armoù dezho ha laosket da vont dieub en eskemm d'ul le a zifenne dezho da dagañ nerzhioù an Unaniezh hiviziken. |
Goude ar brezel
Pa erruas ar mare da zivizout peur ha penaos kodianañ, ar jeneral Lee a zisklêrias d'e ofiserien e oa laouen e vije roet lamm d'ar sklaverezh er Su hag e vije gwelloc'h evit dazont ar vro.
E blantadeg en Arlington a voe kemeret memestra gant soudarded an Norzh hag an douaroù a voe aozet da zegemer ur vered vilourel, (Bered vroadel Arlington).
War-lerc’h ar brezel e voe anvet da brezidant skol-veur Washington.
Adkemer er sevenadur
Filmoù
- The Battle of Bull Run, Francis Ford, 18 a viz Meurzh 1913
- Gods and Generals, Ronald F. Maxwell, embanner Warner Bros. Pictures, 2003
Bandennoù-treset
- Les Tuniques bleues : Bull Run (albom 27), gant Lambil ha Cauvin, embannadurioù Dupuis, 1987
Liammoù diavaez
Notennoù ha daveennoù
- ↑ Civil War Casualties Battle Statistics and Commanders. Americancivilwar.com. Kavet : October 15, 2010.
- ↑ Battle of Cheat Mountain. Civilwar.bluegrass.net. Kavet : October 15, 2010.
- ↑ Gettysburg Battle American Civil War July 1863. Americancivilwar.com. Kavet : October 15, 2010.
- ↑ McFeely, William S. (1981). Grant: A Biography. New York : Norton. 169 p. ISBN 978-0-393-01372-6.
- ↑ Appomattox Courthouse Robert E. Lee surrenders to Ulysses S. Grant. Americancivilwar.com. Kavet : October 15, 2010.