Rouantelezh Essex
Est Seaxna Rouantelezh Essex | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Hensaozneg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouidigezh | 527 | |||
- Staget ouzh Mercia | 812 |
Rouantelezh Essex a oa ur rouantelezh angl-ha-saoz krouet gant ar Saozon en reter Enez Vreizh,hag a glote he zachenn gant kontelezhioù Essex, Middlesex ha Hertfordshire.
Er c'hreisteiz dezhi edo Rouantelezh Kent dreist an Tavoez , hag en hanternoz dreist ar stêr Stour edo Northumbria. War-du ar c'hornôg e kaved un toullad rouantelezhioù bihan a veze anvet Mid-Angled. Daoust ma treuzvevas betek an IXvet kantved hag e talc'has Kent e-pad ur prantad berr ne voe biskoazh pouezus tre ha krennet e voe he levezon ouzh bro-Saoz ar gevred.
Savidigezh
Poblañsoù sakson o-doa en em staliet war vord an Tavoez adalek ar prantad roman, emichañs, met ne ya war-well rouantelezh Essex nemet er VIvet kantved pa ya Sledda Essex da roue. N'anevezer hogozik netra diwar-ben istor ar rouantelezh hag an hengoun diwar-benn ur roue Aescwine Essex en-defe renet ar vro en amzer-hont a zo mojennel pe damvojennel moarvat.
E-pad ar VIvet kantved en em astennas ar rouantelezh eus he c'halonenn orin da ebarzhiañ Middlesex ha Hertfordshire. Atav e chomas distag an tachennoù-se hag alies e voe savet isrouantelezhioù warno.
An VIIvet kantved
E 604 emañ ar fed kentañ anavezet e istor ar rouantelezh pa voe gounezet d'ar feiz Saebert Essex dindan levezon e eontr Æthelbert Kent. An dra-mañ a zamveneg e oa sujet da Gent ar rouantelezh d'ar mare-mañ hag Æthelbert eo a savas iliz Sant-Paul. Goude marv hemañ, avat en em frankiz a reas Essex eus aotrouniezh dindan Sexred Essex ha Saeward Essex. Ar re-mañ a gasas kuit ar relijion gristien ha d'ar relijion bagan e tistrojont. Lazhet e voent, avat, en un emgann ouzh Wessex, war gontrol Surrey moarvat.
Sigeberht II Essex a zistroas d'ar relijion gristien e 653 dindan levezon Oswiu Northumbria a aoutronie ar rannvro hag a oa o stourm ouzh Penda Mercia. Muntret e voe Sigeberht gant daou uhelad er pezh a oa, hevez Beda un enebemsav pagan. Chom a reas ar relijion gristien, avat, tra ma yeas Essex dindan beli Mercia ha Kent. Tra ma aoutrounie Wulfhere Mercia an dachenn war-du an norzh eus an Tavoez e oa kreñvoc'h levezon Kent e Londrez hag e Surrey. E-pad ren berr Caedwalla Wessex e kouezhas Surrey dindan beli Wessex ha war a seblant ez eas rouantelezh Essex en-eeun da vezañ gwaz Saksoned ar C'hornôk. Goude e zisparti evit Roma e tistroas Essex dindan aotrouniezh Mercia met da Wessex e chomas Surrey, hag-eñv ne voe staget ouzh eskopti Winchester nemet e 703.
An VIIIvet kantved
Goude 700 ez eas Essex da sujet da rouaned Mercia. Er c'hontroll da wazed vercian arall ne voe ket staget. Tra m'o-doa rouaned Mercia ul levezon kreñv e Middlesex ha Hertfordshire ma anaveze alies rouaned Essex aotrouniezh Mercia pa veze o reiñ douareier e chomjont ar vistri en Essex ha ganto o-unanig e veze sinet ar c'hartoù tu-se.
Istor a rouantelezh a yeas da zisklaer tre goude disparti Offa Essex met war a seblant e kreñvaas levezon Mercia war Essex hag e-pad ren Æthelbald Mercia e krogas rouaned Mercia da reiñ douareier e Middlesex ha Hertfordshire he daveiñ ouzh unpennoù Essex. Da vercian hepken ez eas Londrez e-pad ar prantad-se. Kenderc'hel a reas lignez ar rouaned en Essex-en-eeun, avat, ha daoust ma oa kreñv levezon Mercia warno e teujont da benn da virout o frankiz.
Fin ar rouantelezh
E 811 e kollas roue diwezhañ Sigered Essex e ditl war a seblant rak Dux hepken eo galvet war ar c'hartaoù sinet gant rouaned Mercia. Gant Wessex e voe peurzistrujet rouantelezh Essex avat ar benn ar fin. Goude emgann Ellendun e kasas kuit Egbert Wessex Sigered hag ar vro a stagas ouzh Wessex.
Pennadoù kar
Daveoù
- Kronik angl-ha-saoz
- Wade-Evans, A. W. 1938. Nennius’s History of the Britions.
- K. P. Witney, The Kingdom of Kent (1982)
- D. P. Kirby, The Earliest English Kings (London: Unwin Hyman, 1991), chap. 2