Saint-Denis (ar Reünion)

Saint-Denis
Saint-Denis gwelet eus Bellepierre.
Saint-Denis gwelet eus Bellepierre.
Ardamezioù
Anv kreolek Sin-Dni
Melestradurezh
Stad Frañs Frañs
Rannvro ar Reünion
Departamant ar Reünion (prefeti)
Arondisamant Saint-Denis (prefeti)
Kanton Pennlec'h pevar c'hanton[1]
Kod kumun 97411
Kod post 97400, 97490, 97417
Maer
Amzer gefridi
Ericka Bareigts (PS)
2020-2026
Lec'hienn web saintdenis.re
Poblañsouriezh
Poblañs 153 001 ann. (2020)[2]
Stankter 1 072 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
20°52′44″S 55°26′53″E
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 2276 m
Gorread 142,79 km²
Panell antre kêr.

Saint-Denis (galleg; Sin-Dni e kreoleg) eo kêr-benn Enez ar Reünion, er Meurvor Indez. Hervez al lezenn c'hall n'eo nemet ur prefeti. 153 001 a annezidi a oa o chom eno e 2020 .

Istor

Diazezet eo Saint-Denis gant Etienne Régnault, komandant ar Bourbon, e 1669. Roet eo ar statud a bennlec'h dezhi e 1738 gant ar gouarnour Bertrand-François Mahé de la Bourdonnais. En em ziorren a ra ar gêr adalek an XIXvet kantved a drugarez d'ar gounid korz-sukr.

Douaroniezh

Trevanel gleb eo an hin. Ne ya morse ar gwrezverk dindan 10°C ha mont a ra dreist 30°C 125 deiz ar bloaz.

Gevelliñ

Tud liammet gant ar gêr

Rouanez diwezhañ Madagaskar Ranavalona III hag he heul a voe deportet e Saint-Denis e-pad ur mare. He hêrez Marie-Louise Razafinkeriefo Madagaskar a voe ganet eno e 1897. Kondaonet e voe ar rais marokat Abd el-Krim d'an harlu eno e-pad un nebeud bloavezhioù adalek 1926. En harlu e voe ar priñs Vinh San ivez. A-hend-all e voe ganet e Saint-Denis :

  • Roland Garros (1888-1918), nijer
  • Raymond Barre (1924-2007), politikour gall
  • Gérald De Palmas (1967), kaner gallek
  • Manu Payet (1975), fentigellour
  • Gwendoline Absalon (1992), kanerez ha sonerez
  • Timothé Lapauw (1996), skiper

Notennoù ha daveennoù

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.