Samek
Pemzekvet lizherenn meur a abjad semitek eo samek(h) (pesk), en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek, hebraek (ס), siriek (ܤ) hag arabek (ص).
Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm orin ouzh hini ur pesk.
Distaget e vez (LFE) [s].
Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek xi Ξ ha khi X, estruskek , latin X ha kirillek X.
Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 60.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |