Serc'h

Ur serc'h (serc'hed el liester, serc'hoù a-wechoù) eo ar plac'h a vev gant ur paotr hep na vefent dimezet. Ar serc'heg eo ar paotr a ra kemend-all.

Istor

Seblantout a ra bezañ ur ger dereat, en istor ar yezh, stag ouzh an dud uhel, e-skoaz ar ger gast, a zo stag ouzh tud izel o renk.

Gerioù heñvelster

Er yezh a-vremañ e vez graet gant pried-kleiz, gwreg-kleiz, adwreg, pa vez kaoz eus ur plac'h, ha n'eo ket dimezet, hag a vev gant ur gwaz, a zo dimezet, pe a zarempred anezhañ.

Ar ger mestrez n'eo ket heñvelster tamm ebet: talvezout a ra kement ha mestrez ar galon, dousig.

Gerioù kar

  • Serc'hiñ zo bevañ gant ur serc'h, da lavarout eo gant ur plac'h hep bezañ dimezet: bezañ ajolbet, a vez lavaret ivez er yezh a-vremañ.
  • Serc'haouiñ zo bevañ gant serc'hoù (da geñveriañ gant gastaouiñ), ha kaout ur vuhez diroll.

El lennegezh-pobl

Itron amañ ne vefet ket
Serc’h d’an aotrou ne laran ket
[1]

El lec'hanvadurezh

Hervez kont, e kaver ar ger-se en anv-lec'h Koadserc'ho, e-kichen Montroulez.

E kembraeg

  • Karantez eo ar ger serch. Pa gomzer eus canu serch e komzer eus karantez kourtes el lennegezh krennamzerel.

Notennoù ha daveennoù

  1. Gwerziou Breiz Izel (eil levrenn, pajenn 232), dastumet gant Fañch an Uhel.


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger serc'h er
wikeriadur, ar geriadur frank.