Sigismund III Vasa
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b4/Sigismund_at_horse.jpg/266px-Sigismund_at_horse.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/f/f6/Zygmunt_III_w_stroju_koronacyjnym.jpg)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/22/Cranach_the_Younger_Catherine_Jagiellon.jpg/220px-Cranach_the_Younger_Catherine_Jagiellon.jpg)
Sigismund III Vasa (e svedeg), pe Zygmunt III Waza e poloneg, pe Zigmantas Vaza e lituaneg (1566–1632), a oa ur priñs svedat dilennet da roue Pologn ha dug-meur Lituania e 1587.
E vuhez
Ganet e oa d'an 20 a viz Mezheven 1566 e kastell Gripsholm, e Sveden, ha mervel a reas e Varsovia d'an 19 a viz Ebrel 1632. Mab e oa da Yann III, roue Sveden, ha d'e bried kentañ Katarina Jagellonica, priñsez eus Pologn.
Pologn
Dilennet e voe da roue Pologn ha da Zug-Meur Lituania, lakaet e penn Republik an Div Vroad eta, en 1587. Chom a reas e penn an div vro betek 1632.
Roue Sveden (1592- 1599)
Pa varvas e dad, e 1592, e teuas da vezañ roue Sveden war un dro. Met ne oa ket prest ar vro brotestant da c'houzañv ur roue katolik, ha brezel-diabarzh a voe. E 1599 e voe ret dezhañ tec'hel eus Sveden, ha leuskel ar gurunenn gant e eontr Karl, a voe anvet da roue.
- Gwelout ar pennad Brezel a-enep Sigismund.
Dimezioù
Div wech e timezas, da ziv c'hoar
Bugale
Pemp bugel gant Anna Aostria (1573-1598), met Vladislaus hepken ne varvas ket en bugel:
- Anna Maria (23 a viz Mae 1593 – 9 a viz C'hwevrer 1600)
- Catherine (19 a viz Ebrel 1594 – 16 a viz Mae 1594)
- Vladislaus (9 a viz Mezheven 1595 – 20 a viz Mae 1648), (roue etre 1632 ha 1648 gant an anv Władysław IV Waza Polonia)
- Catherine (27 a viz Gwengolo 1596 – 2 a viz Mezheven 1597)
- Christopher (10 a viz C'hwevrer 1598 – 10 a viz C'hwevrer 1598)
Bugale en doe gant Konstanza Aostria.