Tetris
| |
Krouer | Alexey L. Pac'hitnov |
Diorroerien | Alexey L. Pac'hitnov (algoritm orin), Vadim Gerasimov (boneg) |
Doare | Miltamm |
C'hoarierien | 1+ |
Embanner | Lieseurt |
Bloaz | 1985 : URSS 1987 : Europa 1988 : R-U ha SUA |
Savenn | Lieseurt |
Media | Lieseurt |
Tetris zo ur c'hoari video e doare ur miltamm, savet e 1985 gant Alexey Leonidovitch Pac'hitnov, hag unan eus ar re anavezetañ er bed e-kichen Pong, Space Invaders ha Pac-Man, diazezet war ampartiz, preder ha damougoù ar c'hoarierien hag ar c'hoarierezed.
Dre fent e vez lavaret e oa Tetris arm-brezel efedusañ URSS marteze, dre ma lakaas broioù ar C'hornôg da goll kalz amzer e-pad bloavezhioù diwezhañ ar Brezel Yen.
Meziant
Pezhioù livet (skeudennoù zo e-lec'h livioù a-wechoù) disheñvel o stummoù mentoniel, anvet tetrominoioù, a ziskenn eus lein ar skramm. Ne c'heller nag o gorrekaat nag o herpel, met o dilec'hiañ a-gostez ha kemmañ kogn o diskenn (0°, 90°, 180° pe 270°) a c'heller evit o lakaat da gouezhañ en ul lec'h resis a zibaber e traoñ ar skramm. Pa vez leun ul linennad pezhioù eno e vez diverket gant ar meziant, ha bloc'hoù all a ziskenn niverusoc'h-niverusañ ha buanoc'h-buanañ. Mar ne zeu ket ar c'hoarier a-benn da ziverkañ linennoù buan a-walc'h e teu ar skramm da vezañ leun ha kollet eo ar c'hrogad.
Hervez ar c'hazetenner Bill Kunkel, meneget gant Daniel Ichbiah en e levr Bâtisseurs de rêves, « Tetris a respont mat-tre da zisplegadenn ar gwellañ er c'hoari : ur vunutenn evit deskiñ, ur vuhez a-bezh evit mestroniañ. »[1].
Istor
Ar Rus Alexey L. Pac'hitnov (*1955) a voe diplomet e 1979 war ar stlenneg en Akademiezh Soviedel ar Skiantoù (Росси́йская акаде́мия нау́к (РАН) Rossíyskaya akadémiya naúk), ma voe diouzhtu klasker war digejañ ar gomz. E 1985, p'edo o klask adsevel unan eus e c'hoarioù karetañ, ar pentominoioù[2], ec'h ijinas ar c'hoari Tetris hag e savas ar meziant dindan div sizhunvezh[3] evit un urzhiataer Elektronika 60 (Электроника 60). Buan-tre e voe tapet e geneiled gant ar c'hoari adiktivel-tre. An holl Akademiezh en em lakaas da c'hoari. Ne oa ket anv a bezhioù e bos ha livet koulskoude : pep pezh a oa savet diwar an arouezennoù tipografek [ ] e-lec'h karrezioù[4]. .
A. L. Pac'hitnov en deus bet c'hoant neuze da lakaat e c'houlev en urzhiataerioù IBM PC[5], a oa nevez-deuet (1981). Sikouret eo bet e 1984 gant an hacker yaouank (16 vloaz) Vadim Viktorovitch Gerasimov (*1969) a oa ur mailh war teknologiezhioù stlennegel ar C'hornôg[6].
-
Электроника 60
-
IBM PC
Diaes e voe embann ar c'hoari, dre ma oa ret kendrec'hiñ Viktor Brjabrin, rener an Akademiezh. Hogen kendrec'het e voe pa zisklêrias A. L. Pac'hitnov e chomfe holl wirioù ar c'hoari gant an Akademiezh. Ar rener, a veze e darempred gant ar bed diavaez (ar pezh a oa ral d'ar mare-se), a gasas un eilskrid eus ar meziant da Novotrade, un embanner c'hoarioù video en Hungaria[7]. Pladennigoù a voe skignet e pep lec'h en Hungaria hag e Polonia. E Bloc'had ar Reter edo Hungaria d'ar mare-se, ha Robert Stein, ur saoz bet ganet eno hag a rae eskemmoù Reter-Kornôg dre ma oa gwazer etrebroadel e kenwerzh ar meziantoù, a verzas galloudegezh gwerzh Tetris. Gervel A. L. Pac'hitnov a eure, ha V. Brjabrin a gasas dezhañ dre belleiler an aotre da gorvoiñ ar c'hoari er C'hornôg dre ar gevredigezh Andromedia Software[8].
Dre e hanterouriezh e resevas an embanner Mirrorsoft e Londrez (n'eo ket Microsoft) an aotre da gorvoiñ Tetris, en ur lakaat ur c'hemm evit an urzhiataerioù saoz Sinclair ZX Spectrum : al livioù. E 1987 e teuas ar c'hoari er-maez en Europa ; bloaz goude e voe skignet er Rouantelezh-Unanet, hag e Stadoù-Unanet Amerika gant ar meneg "Graet en SUA, meziant estren". Berzh a eure ar c'hoari e pep lec'h.
D'ar c'houlz-se avat ne oa emglev-korvoiñ ebet evit ar c'hoari estreget an teul a oa bet kaset dre belleiler gant A. L. Pac'hitnov ha V. Brjabrin. Goude kalzik kudennoù burevveliek, V. Brjabrin hag an Akademiezh a roas gwirioù Tetris da Virrorsoft, da badout dek vloaz. Er bed a-bezh e voe anavezet ar c'hoari neuze. Tamm arc'hant ebet ned eas gant A. L. Pac'hitnov : « Trawalc'h eo din ar fed ma plij ma c'hoari da gement a dud », emezañ[9], met dont a reas an ijiner da vezañ brudet er bed a-bezh — nemetken dre e ziemzamant diouzh an arc'hant marteze.
E 1991, daou vloaz goude diskar Moger Berlin, A. L. Pac'hitnov a zivroas da Stadoù-Unanet Amerika. E 1996, hervez an emglev gant an Akademiezh e Moskov, e tistroas gwirioù ar c'hoari d'e ijiner, a savas an embregerezh Tetris Company e Las Vegas, Nevada, gant Henk Rogers (*1953), un Izelvroad krouer c'hoarioù video.
Lakaet e voe ar c'hoari war an holl savennoù, zoken war-al letrinoù c'hoari ha war iPod Apple ; gant tremen 200 kentel ofisiel eus Tetris ez eo ar c'hoari video skignet ar muiañ a-viskoazh[10] — tud o deus prenet ul letrin Nintendo Game Boy nemetken evit ar c'hoari-mañ.
C'hoari
Tetrominoioù a reer eus pezhioù Tetris. Seizh pezh disheñvel zo, an holl anezho diazezet war ur meskaj pevar c'harrez — alese anv ar c'hoari, ar ger henc'hresianek τετρα- tetra- o talvout kement ha "pevar" hag -omino o vezañ deveret eus "domino".
Pezhioù
Livioù
Kemmet eo bet livioù ar pezhioù gant lod embannerien Tetris ; kement-se ne gemm netra en doare da c'hoari, met livioù ofisiel zo bet embannet gant Tetris Company e deroù ar bloavezhioù 2000.
I | O | T | L | J | S | Z | |
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tetris orin | |||||||
| |||||||
Tetris (Mirrorsoft) | |||||||
| |||||||
Tetris DS (Nintendo) | |||||||
| |||||||
Tetris: The Grand Master (Arika) | |||||||
| |||||||
The New Tetris (H2O Entertainment) | |||||||
| |||||||
Tetris ofisiel |
Troadennoù
Ar c'hoarierien a c'hell lakaat pep pezh da dreiñ meur a wech d'an tu kleiz pe dehou (0°, 90°, 180° pe 270° eo kognoù un droadenn) e-pad m'emañ o tiskenn, hervez al lec'h ma venn e lakaat da erruout, eus 90°.
Etrefas
Ar "puñs" (well) e kentelioù kozh Tetris, ar matrix er re nevez, eo an egorenn ma kouezh an tetrominoioù. Ur gael zo en drekleur, rannet etre karrezioù a-vent gant re ar pezhioù, a anver "kelligoù" (cells) : 20 kellig eo uhelder ar skramm ha 10 kellig e ledander[11] ; kuzhet eo ar gael e lod kentelioù eus Tetris. Pep pezh a vez atav war 4 c'harrez en ur ziskenn, ha lakaet e vefe da dreiñ pe get. Lod embannaerion o deus dibabat mentoù disheñvel evit ar gael, evel Tetrinet (12 kellig ledander) ha Tetris Jr. (8 kellig ledander).
Al lodenn vrasañ eus ar c'hoarioù Tetris a ziskouez, tro-dro d'ar puñs, stumm ar pezh a zo o vont da gouezhañ, an niver a linennoù a zo bet leuniet hag ar poentoù a zo bet gounezet. Da-heul e vez al live er c'hoari, a gresk hervez ar poentoù gounezet hag al linennoù leuniet, ha seul vrasoc'h a live seul vuanoc'h e kouezh ar pezhioù.
Liveoù
Pemzek (15) live zo er c'hoari orin. Seul uheloc'h al live, seul vuanoc'h e kouezh ar pezh hervez an daolenn amañ a-is.
Live | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Tizh (eilenn/linenn) | 1,000 | 0,793 | 0,618 | 0,475 | 0,355 | 0,262 | 0,190 | 0,135 | 0,094 | 0,064 | 0,043 | 0,028 | 0,018 | 0,011 | 0,007 |
El live 1 e c'heller ober 5-6 fiñv a-led a-raok ma kouezhfe ar pezh en traoñ ; el live 9 ne c'heller ober nemet 1-2 fiñv a-led. El live 15 ne c'heller mui fiñval ar pezhioù a-led, ker buan ma kouezhont ; ar c'hoarier(ez) a c'hell neuze klask ober heuliadoù troadennoù buan, dre ma vez pradet ur pezh pa ne fiñv mui. Neuze e c'heller fiñval ar pezh c'hoazh, evit ma ne vefe ket pradet, hag evel-se e c'heller e lakaat en ul lec'h all. Koulskoude, kollet e vez 1 poent evit pep fiñv graet pa vez ar pezh diskennet d'an traoñ.
Bonuzoù
Poentoù a c'hounezer dre glokaat linennoù, ha poentoù ouzhpenn (bonuzoù) dre seveniñ oberoù dibar : klokaat meur a linennad war un dro, lakaat pezhioù da gouezañ war-eeun el lec'h a zere, hag all.
Ober | Bonuz | Deskrivadur |
---|---|---|
Single | 100 x live | Klokaat 1 linennad. |
Double | 300 x live | Klokaat 2 linennad war un dro. |
Triple | 500 x live | Klokaat 3 linennad war un dro. |
Tetris | 800 x live | Klokaat 4 linennad war un dro. |
Mini T-Spin | 100 x live | Un T-Spin aesoc'h, hep klokaat nep linennad. |
Mini T-Spin Single | 200 x live | Un T-Spin aesoc'h hag glokaat 1 linennad. |
T-Spin | 400 x live | Un teromino T zo lakaet da dreiñ kent mont en ul lec'h "T" e stumm, hep klokaat nep linennad. |
T-Spin Single | 800 x live | Un T-Spin hag a gloka 1 linennad. |
T-Spin Double | 1200 x live | Un T-Spin hag a gloka 2 linennad war un dro. |
T-Spin Triple | 800 x live | Un T-Spin hag a gloka 3 linennad war un dro. |
Back-to-Back (B2B) Bonus | 0,5 x B2B | Bonuz evit un heuliad Back-to-Back. |
Soft Drop | 1 x n | Un tetromino a ziverk n linennad dre Soft Drop. |
Hard Drop | 2 x n | Un tetromino a ziverk n linennad dre Hard Drop. |
- Drops
Un tizh brasoc'h-brasañ zo d'ar pezhioù a-feur ma pigner el liveoù. Tu zo avat da zivizout kreskiñ an tizh evit gounez bonuzoù dre ober ur Soft Drop ("diskenn dous") pe un Hard Drop ("diskenn kalet").
- Soft Drop : 20 gwezh buanoc'h eget an tizh reizh eo an hini zo erbedet evit ur Soft Drop.
- Hard Drop : 0,0001 eilenn eo pad erbedet an diskenn evit un Hard Drop.
- Back-to-Back
Back-to-Back a reer eus un heuliad Tetris + T-Spin Double + T-Spin + Tetris + T-Spin Single taol-ha-taol.
Tetris | T-Spin Double |
B2B Bonus |
T-Spin | Tetris | B2B Bonus |
T-Spin Single |
B2B Bonus |
Hollad |
800 | 1 200 | 600 | 400 | 800 | 400 | 800 | 400 | 5 400 |
- Merkit n'eus bonuz ebet d'al linennad kentañ a ziverker e deroù ur B2B.
- Gennañ un tetromino hep diverkañ ul linennad ne dorr ket ur B2B, na c'hall bout torret nemet dre ziverkañ 1, 2 pe 3 linennad war un dro.
Liammoù diavaez
- (en) Lec'hienn ofisel. Kavet : 10 Gen 25.
- (en) The Story of Tetris: Henk Rodgers @ One Million by One Million. Kavet : 10 Gen 25.
- (fr) Nouveau record battu sur Tetris @ RTBF Actus. Kavet : 10 Gen 25.
Notennoù
- ↑ Ichbiah, Daniel. Bâtisseurs de rêves – Enquête sur le nouvel Eldorado des jeux vidéo. Paris : First, 1997 (ISBN 978-2-87691-337-0)
- ↑ (fr) Les pentominos. Kavet : 10 Gen 25.
- ↑ (en) Rosenberg, Adam. Meet the men who built the only perfect video game: Tetris @ Digitaltrends, 19/03/2015. Kavet : 10 Gen 25.
- ↑ (en) Prisco, Jacopo. Tetris: The Soviet ‘mind game’ that took over the world @ CNN, 31/10/2019. Kavet : 10 Gen 25.
- ↑ International Business Machines Personal Computer.
- ↑ (en) Gerasimov, Vadim V.. Tetris Story @ Oversigma. Kavet : 10 Gen 25.
- ↑ (fr) Novotrade @ Abandonware. Kavet : 10 Gen 25.
- ↑ (fr) Ichbiah, Daniel. La saga des jeux vidéos. Houdan : Pix'N Love Éditions, 2009, pp. 89–90 (ISBN 978-2-918272-02-1)
- ↑ Ichbiah, 2009, p. 96.
- ↑ (en) Most ported videogame @ Guinness World Records. Kavet : 10 Gen 25.
- ↑ (en) 2009 Tetris Design Guideline, p. 6. Kavet : 10 Gen 25.