The Stooges

The Stooges
strollad sonerien
Deiziad krouiñ1967 Kemmañ
Anv er yezh a orinThe Stooges. Kemmañ
Deroù ar prantad labour1967 Kemmañ
Lec'h diazezAnn Arbor Kemmañ
TachennPunk rock, proto-punk Kemmañ
Label sonerezhElektra, Bomp! Records, Columbia Records, Fat Possum Records Kemmañ
Bro orinStadoù-Unanet Kemmañ
Prizioù resevetRock and Roll Hall of Fame Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://iggyandthestoogesmusic.com Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:The Stooges members Kemmañ
The Stooges war al leurenn e Milano e 2006

The Stooges (pe Iggy and the Stooges) a zo ur strollad sonerezh rock ha rakpunk amerikan savet e Ann Arbor (Michigan) e 1967. N'eus ket graet kalz berzh a-fet gwerzhañ pladennoù, daoust ma teuas da vezañ brudet a-drugarez da emzalc'h ar c'haner, Iggy Pop e anv, war al leurenn. Hiziv an deiz ez eo gwelet evel unan eus levezonoù pouezusañ luskadoù evel ar sonerezh metal, ar sonerezh punk hag ar sonerezh dazeilat. Divodet e voe ar strollad e 1974, ha bodet en-dro e 2003.

Istor

The Stooges a voe savet e 1967 e Ann Arbor gant Iggy Pop (hg a oa tabouliner). Gantañ e teuas ar vreudeur Ron Asheton (gitar) ha Scott Asheton (taboulinoù). Nepell goude e voe degemeret ar soner gitar boud anvet Dave Alexander. Sonadegoù a roas ar strollad etre Ann Arbor ha Detroit, asambles gant ar strollad anvet MC5. Ur gevrat a dapjont kaout gant an ti-embann pladennoù anvet Elektra Records. An ti-embann-se a lakaas embann div bladenn : The Stooges e 1969, ha Fun House e 1970, savet asambles gant an treser ha soner saksofon anvet Steve Mackay. Ken diaes e oa merañ ar strollad ken e voe skarzhet diouzh Elektra e 1971.

Nepell goude e voent sikouret gant David Bowie, unan eus an dud nemeto (gant ar buruteller anvet Lester Bangs) a gave e oa talvoudus ar strollad. D'ar mare-se e oa James Williamson a sone gitar, ha Ron Asheton a sone gitar boud, dre ma oa bet skarzhet Dave Alexander peogwir e lonke re a alkol. Ur bladenn nevez, Raw Power he zitl, a voe enrollet e Londrez. Ar sonveskañ a voe graet gant David Bowie, ar pezh a zisplijas kalz d'ar re entanet gant ar strollad. D'an 9 a viz C'hwevrer 1974 e chomas ar strollad a-sav e Detroit : enervet e oa an dud er sal hag e krogas Iggy Pop da gunujenniñ anezho. Kregiñ a reas neuze an arvesterien da teurel a bep seurt traoù war al leurenn. Kenderc'hel a reas ar sonadeg memes tra, hag e c'haller he c'hlevout war ar bladenn live anvet Metallic K.O., bet embannet e 1976. An deiz war-lerc'h e tivizas Iggy Pop divodañ ar strollad.

Ur wech divodet The Stooges e kendalc'has Iggy Pop diouzh e du. Ar vreudeur Asheton ivez, met ne rejont ket kement a verzh. James Williamson a gendalc'has da sevel tonioù gant Iggy Pop (Kill City, 1977), hag e produas e bevare pladenn (New Values, 1979). Tamm-ha-tamm e tilezas bed ar sonerezh, hag ez eas da labourat er Silicon Valley.

Azalek 1996 e fellas da Iggy Pop advodañ The Stooges, ha dont a reas a-benn d'en ober e 2003, pa grogas da labourat gant ar vreudeur Asheton hag ar soner gitar boud anvet Mike Watt a-benn aozañ peder c'hanaouenn a gaver war e bladenn anvet Skull Ring. Ganto e teuas ar soner saksofon anvet Steve Mackay, hag e krogjont da reiñ sonadegoù en-dro. Seniñ a rejont er bed a-bezh, padal ne oant ket deuet a-benn da guitaat ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 1970 (war-bouez ur sonadeg e Londrez e 1972). Ur bladenn nevez, The Weirdness he zitl, a zeuas er-maez d'an 19 a viz Meurzh 2007.

D'ar 6 a viz Genver 2009 e voe kavet korf Ron Asheton en e di e Ann Harbor. 60 vloaz e oa. Kemenn a reas a Iggy Pop war e lec'hienn internet e oa Asheton « ur mignon bras, ur breur, ur soner. Unan ne c'heller ket erlec'hiañ. Mankout a ray deomp. »

Anv

Meur a anv en deus bet ar strollad. The Psychedelic Stooges a oa unan eus ar re gentañ, met dilezet e voe kerkent ha sinet ar gevrat gant Elektra. O div bladenn vras gentañ a voe embannet dindan anv « The Stooges », an hini implijet ar muiañ. Pa voe advodet ar strollad evit ar wech kentañ e 1972 e teuas da vezañ Iggy and The Stooges, hag an anv-se a vez implijet c'hoazh hiziv an deiz pa son ar strollad war al leurenn. Daoust da se eo bet embannet pladenn ziwezhañ ar strollad (The Weirdness he zitl) dindan anv « The Stooges ». Un dave d'ar strollad farserien amerikan anvet The Three Stooges eo.

Doare sonerezh

Etre ar sonerezh punk hag ar sonerezh garage emañ sonerezh The Stooges. Koulskoude ez eo ur seurt sonerezh dibar : son ar gitar a zo tagus ha gwisket gant gwaradur, ha lod brasañ o c'hanaouennoù a zo diazezet war donioù eeun, diazezet peurliesañ war un nebeud notennoù. Ar vouezh a vez entanet ha tagus peurliesañ, hag al lusk a c'hall bezañ buan-tre (1969) pe gorrek-tre (Little Doll), met digemm e chom e-pad ar c'hanaouennoù. Levezonoù ar sonerezh jazz, free jazz h sonerezh blues a glever e tonioù ar strollad. E bed ar rock e c'ahller menegiñ levezon pladennoù kentañ The Doors pe White Light/White Heat (The Velvet Underground). Bras-tre eo bet levezon The Stooges war ar sonerezh rock. Peurliesañ e vez lavaret ez eo The Stooges krouerien ar sonerezh punk (Ramones ha Sex Pistols o deus anzavet e oant bet levezonet ganto) hag ar sonerezh glam rock (The New York Dolls da skouer). Meur a strollad evel Sonic Youth, Rage Against The Machine, Red Hot Chili Peppers ha zoken Guns N' Roses o deus sonet tonioù bet krouet gant The Stooges.

E-touez ar strolladoù nevesoc'h bet levezonet gant The Stooges e c'haller menegiñ The Nomads (Sveden), Reptiles at dawn (Zeland-Nevez), Radio Birdman (Aostralia), The Hellacopters (Sveden), Monster Magnet (Stadoù-Unanet), ha New Race, ur strollad ennañ Ron Asheton, Dennis Thompson (MC5) ha tri ezel eus Radio Birdman.

Izili

The Stooges e 2007

Izili e 2008

  • Iggy Pop : kan (1967-1974, abaoe 2003)
  • Scott Asheton : taboulinoù (1967-1974, abaoe 2003)
  • Steve Mackay : saksofon (1970, abaoe 2003)
  • Mike Watt : guitare boud (abaoe 2003)

Izili bet er strollad

  • Dave Alexander : gitar boud (1967-1970, marv)
  • Bill Cheatham : gitar (1970-1971)
  • Jimmy Recca : gitar boud (1970)
  • Bob Sheff : kenaozer (1973)
  • Scott Thurston : kenaozer, gitar (1973-1974)
  • James Williamson : gitar (1971, 1972-1974)
  • Zeke Zetner : gitar boud (1970-1971, marv)
  • Ron Asheton : gitar boud, gitar (1967-1974, 2003-2009, marv)

Pladennaoueg

The Stooges e 2007

Pladennoù bras, enrollet e studio

  • The Stooges (1969)
  • Fun House (1970)
  • Raw Power (1973)
  • The Weirdness (2007)

Pladennoù enrollet war al leurenn (live)

  • Metallic K.O (1976) (enrollet etre 1973 ha 1974)
  • Live at the Whiskey A Gogo (1988)
  • Live 1971 (1988)
  • Telluric Chaos (2005) (enrollet e miz Meurzh 2004 e Japan)

Pladennoù all

  • Rubber Legs (1987)
  • Death Trip (1988)
  • Open Up and Bleed (1988)
  • Raw Mixes (1, 2 ha 3 – sonveskañ disheñvel) (1989)
  • My girl Hates My Heroine (1991)
  • Till the End of the Night (1991)
  • 1970: The Complete Fun House Sessions (1999) (holl enrolladennoù Fun House)
  • Heavy Liquid (2005) (koufrig 6 CD, kanaouennoù rouez)