Trinitrotoluen
Framm an trinitrotoluen
An trinitrotoluen, anvet ivez TNT, C6H2(NO2)3CH3 e formulenn, zo un danvez-tarzh bet kavet e 1863 gant ar c'himiour alaman Julius Wilbrand (1839-1906).
Implijet e voe da gentañ evel pigmant melen, ha tregont vloaz war-lerc'h hepken e voe diskoachet e c'halloud-tarzhañ. Lakaet e voe neuze en armoù evel torpedennoù ha greunadennoù.