Tuatha Dé Danann

An Tuatha Dé Danann taolennet en "Riders of the Sidhe" gant John Duncan e 1911

Kenel doueez Dannou pe Tuatha Dé Danann en iwerzhoneg (distagadur [t̪ˠuːəhə dʲeː d̪ˠan̪ˠən̪ˠ]), a zo ur meuriad e gwengelouriezh Iwerzhon. Hervez hengoun aloubadegoù Iwerzhon taolennet el Lebor Gabála Érenn ez int ar pempet rummad tud deuet d’ober o bro eus Iwerzhon, o kemer anezhi diwar-goust ar Fir Bolg.

Gwezenn kerentiezh Tuatha Dé Danann

Hervez Geoffrey Keating ha Lebor Gabála Érenn, gant daveennoù e Cath Maige Tuired.

Tud all eus Tuatha Dé Danann:

  • Abartach
  • Beag
  • Bé Chuille
  • Brea
  • Fand

Adkemer er sevenadur

  • En dresadenn-vev japanat Full metal panic, ul lestr-spluj a zo anvet Tuatha Dé Danann.