Tuatha Dé Danann

Kenel doueez Dannou pe Tuatha Dé Danann en iwerzhoneg (distagadur [t̪ˠuːəhə dʲeː d̪ˠan̪ˠən̪ˠ]), a zo ur meuriad e gwengelouriezh Iwerzhon. Hervez hengoun aloubadegoù Iwerzhon taolennet el Lebor Gabála Érenn ez int ar pempet rummad tud deuet d’ober o bro eus Iwerzhon, o kemer anezhi diwar-goust ar Fir Bolg.
Gwezenn kerentiezh Tuatha Dé Danann
Hervez Geoffrey Keating ha Lebor Gabála Érenn, gant daveennoù e Cath Maige Tuired.
Tud all eus Tuatha Dé Danann:
- Abartach
- Beag
- Bé Chuille
- Brea
- Fand
Adkemer er sevenadur
- En dresadenn-vev japanat Full metal panic, ul lestr-spluj a zo anvet Tuatha Dé Danann.