Valtesse de La Bigne
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Valtesse de La Bigne ![]() |
Anv-bihan | Valtesse, Émilie, Louise ![]() |
Anv-familh | de La Bigne ![]() |
Deiziad ganedigezh | 13 Gou 1848 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Pariz ![]() |
Deiziad ar marv | 29 Gou 1910 ![]() |
Lec'h ar marv | Ville-d'Avray ![]() |
Lec'h douaridigezh | Q83375976 ![]() |
Kar | Andrée Lafayette ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | aktour c'hoariva, skrivagner, art model, gast ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2b/La_Bigne%2C_Valtesse.jpg/200px-La_Bigne%2C_Valtesse.jpg)
Lucie Émilie Delabigne, anavezet evel Valtesse de La Bigne (1848 -1910), a oa ur gourtizanez c'hall.
He buhez
Ganet e oa e Pariz ha merc'h e oa d'ur gannerez norman a werzhe he c'horf. Abred e krogas da heuliañ ar skouer en ur sevel war al leurenn da vezañ Hebe e-barzh Orphée aux Enfers, gant Jacques Offenbach.
Gant Henri Gervex e voe kemeret da batrom ar plac'h nevez evit e daolenn Le Mariage civil, a weler e sal an euredoù e ti-kêr XIX arondisamant Pariz.
Ganti evit-doare e vije bet awenet Hugues Rebell pa skrivas e romant La Nichina. Hi ivez eo Altesse er romant Idylle saphique, savet gant he mignonez Liane de Pougy.
Mignonez e oa da Édouard Manet, Henri Gervex, Édouard Detaille, Gustave Courbet, Eugène Boudin, Alphonse de Neuville, serc'h e voe da lod anezhe, ma veze lesanvet « l'Union des Peintres ».
Beziet e voe e Ville-d'Avray.