Venta (stêr)
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a8/Fluss-lv-Venta.png/220px-Fluss-lv-Venta.png)
Ar Venta zo ur stêr 346 km hed hag a red dre Lituania ha Latvia.
Eieniñ a ra e-kichen Kuršėnai e Lituania hag em deurel er Mor Baltel e-kichen Ventspils e Latvia.
E Lituania e kaver a-hed ar Venta kêrioù Užventis, Kuršėnai, Venta, Viekšniai ha Mažeikiai. E Latvia emañ kêrioù Kuldīga, Piltene ha Ventspils war ribloù ar Venta.
E-kichen kêr Kuldīga ez eus ul lamm-dour bras, Ventas Rumba, an hini ledanañ en Europa.